Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

E brezhoneg : o prientiñ o eured emaint daoust d'ar c'hovid

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Adkroget e vo gant an euredoù adalek an 19 a viz Mae, dimerc'her, e vo aotreet lidañ anezhe en-dro. Met reolennoù yec'hed a zo da zoujañ memes tra. E Plabenneg ez eus ur familh hag a zo oc'h aozañ un eured daoust d'ar c'hovid. Pezh a cheñch ur bern traoù tro-dro d'al lid.

Cécilia, Perynn ha Virgile a zo o prientiñ an eured.
Cécilia, Perynn ha Virgile a zo o prientiñ an eured. © Radio France - Léo Rozé

Ar c'heulfe a vo atav - da 9 eur noz betek penn-kentañ miz Even, ha da 11 eur noz goude-se. Ha ne vo ket moaien da zegemer kement a dud eget boaz en tiez-kêr hag er salioù. Met dimeziñ a raio Virgile ha Cécilia e Plabenneg forzh penaos, d'ar Sadorn 22 a viz Mae. Warlene o doa dibabet an deiziad, hep goût e vefe an dibenn-sizhun kentañ pa 'vo souplaet ar reolennoù yec'hed. "Chañs hon eus, ur miz a-raok e vefe bet diaesoc'h" eme Virigile.  Ret eo dezhe cheñch pezh o doa raktreset memestra, evit al lec'h da gentañ tout. 

"Dibabet hon eus ober pep tra amañ en ti peogwir n'eus ket tu da virout lec'hioù graet evit se. E penn kentañ hor boa c'hoant d'ober ur seurt eured e chapel Lokmaze. Met d'ar gumun eo neuze n'hon eus ket bet ar gwir", a zispleg Virgile. "Merzhet hon eus forzh penaos an dud n'o doa ket c'hoant da gemer riskloù e-keñver ar c'hovid. En ti-kêr e vo graet buan tre, peogwir ne c'heller ket kaout kalz a dud, hag un dra hiroc'h a vo er gêr amañ."

N'eo ket pedet tout ar familh ...

Aozet e vo ul lid bihan en ti-kêr neuze, hag ur gouel brasoc'h en o zi-feurm goude, lec'h ma c'hellont degemer kalzig a dud er maez pe . Met hep familh Cécilia a zo o chom e bro Frañs hag en estren vro. "N'hor boa ket c'hoant da bediñ anezho peogwir emaint pell. Ar gudenn gant ar c'hovid eo e teufe an dud eus lec'hioù disheñvel ha n'ouiemp ket piv o deus gwelet a-raok."

Perynn, c'hoar Virgile, a zo e karg eus ar sonerezh : ul laz-kanañ a oa raktreset. "E-pad ur mare o deus bet soñjet ne vije ket pedet kazimant den ebet. Setu, nulet al laz-kanañ se. Met un dra 'vo, un tammig bihanoc'h. Brav 'vo memes tra, met n'eo ken bras hag hon ije soñjet" emezi. 

... ha n'eo ket prenet tout an dilhad c'hoazh !

Prenañ dilhad chik ha cheur, ne vez ket anat kennebeut er mare-mañ. "C'hoant em boa un tog ha tout ... Hag evel-just n'hon eus ket gellet mont da brenañ tra pe dra abaoe sizhunvezhioù. Setu hon eus graet traoù dre internet. Met d'an 19 ez aimp diouzhtu da gemer tout ar pezh n'hon eus ket bet gellet kemer !"

Kig ha Farz fardet er gêr a vo da zebriñ gant ar familh vihan evit pred. Peadra da lidañ eured Cécilia ha Virgile a-benn ar fin, daoust d'ar c'hovid.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess