Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Diviz ar Yaou | Penaos eo bet miz Mae 68 evidoc'h bretoned ?

mercredi 16 mai 2018 à 18:18 Par Katell UGUEN et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Hanter kant vloaz 'zo e oa trubuilhet ar vro gant manifestadegoù ha harzoù-labour e-leizh. "L'Ouest veut vivre", setu ar ger-stur a veze lennet e straedoù Breizh e miz Mae 1968. Studier e oac'h d'ar c'houlz-se ? Labourer-douar ? Implijiad ? Archer ? Deuit 'ta da gontañ deomp !

Georges Dauphin, Freddy an Nedelec, Bernez Tangi, Tudi Crequer
Georges Dauphin, Freddy an Nedelec, Bernez Tangi, Tudi Crequer © Radio France - Benjamin Bourgine

Bretagne, France

D'an 8 a viz Mae e oa 100 000 a dud o tibunañ e kêrioù brasañ ar vro, aet e oant skuizh chom hep gwelet Breizh o vont war-raok. E-pad ur mizvezh ez eus bet klasket ijinañ ur bed nevez, ur gevredigezh nevez hag ur mod nevez da labourat. Met daoust ma oa niverus ar geodedourien o vanifestiñ, oc'h ac'hubiñ an uzinoù, eo chomet an emsav a-sav e fin ar miz. 

Mont pelloc'h ganti | Autour de Mai 68 en Bretagne / Webdocumentaire Bretagne Culture Diversité

D'an dregont a viz Mae en oa Georges Pompidou resevet izili ar Celib, Comité d'étude et de liaison des intérêts bretons. Ur sin vat a-benn diskouez d'ar vretoned e veze graet traoù evito. 

E miz Even he doa lodenn vrasañ ar vretoned votet evit an tu dehoù... 

Diviz lodenn - Miz Mae 68

Diviz lodenn 2 - Miz Mae 68

Diviz lodenn 3 - Miz Mae 68

E Brest o doa ar studierien graet harz-labour da skoazellañ studierien Pariz - Maxppp
E Brest o doa ar studierien graet harz-labour da skoazellañ studierien Pariz © Maxppp - ARCHIVES OUEST FRANCE / PHOTOPQR/OUEST FRANCE

Peseurt soñj a zeu deoc'h deus miz Mae 1968 ? Cheñchamantoù a zo bet e Breizh goude ar vanifestadegoù ? Ha, daoust ma ne oac'h ket ganet, ha levezonet oc'h bet c'hwi gant ar miz mil anavezet ? Deuit da destenniñ war France Bleu Breizh Izel ! 

Un abadenn ispisial a vo dalc'het e brezhoneg d'ar Yaou 17 a viz Mae etre 7 eur hag 8 eur noz. 

En dro d'an daol, gant Tudi Crequer e vo :  

> Bernez Tangi, kaner ha skrivagner 

> Yann-Ber Thomin, bet maer Landerne ha kuzulier rannvro Breizh e anv ar PS

> Georges Dauphin, e penn stourm ar beizanted e Penn-ar-Bed

> Freddy an Nedeleg, bet dilennet e ti-kêr Vrest