Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

EN BRETON | Lagad ar web

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Chaque soir, zoom sur le meilleur du web en langue bretonne. Ce jeudi il y a du reuz en cuisine !

le Kouign Amann
le Kouign Amann © Radio France - MCG

N'eo ket druz a-walc'h ar c'houign amann !

Nag a drouz war Facebook ! E porzh-houarn Roazhon emeur o paouez pegañ ur skritell 'barzh ur preti, oc'h embann e galleg : "Kouign amann, ramenez un souvenir aussi bon qu'imprononçable".

Ouhhh, dija pa vez distaget fall kouign hag amann e sav trouz, met ma vez embannet eo dibosupl da zistagan, aze e sav reuz.

"Gwennelouriezh ordin" eme Gwenvael war Facebook. "Ken droch bepred" hervez Olier. "Mezhus" a c'heller lenn ivez. Youenn a ginnig "teurel ur mein e-barzh". Lod brezhonegerien n'int ket feuket avat, Philip a gav an dra-se "fentus".

D'am meno e vefe bet koulz d'ar roazhoniz derc'hel gant ar galette-saucisse ha lezel ar c'houign amann d'ar pennoù sardin !

Ar pennoù sardin m'eo heverk ar yezh

"Ohu mignon ! Vous êtes à aller sur le Rosmeur ?". Anat eo, p'en em gaver e Douarnenez e vezer souezhet gant blaz ar yezh. Arbennig eo ar pennoù sardin war ur stumm bretonisme heverk, hag an treser Charles Kerivel a zo mailh war an danvez.

Awenet eo bet Charles Kerivel gant enkadenn ar virus
Awenet eo bet Charles Kerivel gant enkadenn ar virus - Charles Kerivel, Facebook

Da goulz ar c'henfinañ en eus Charles Kerivel kinniget war Facebook un dresadenn gant un destennig e yezh ar pennoù sardin. 36 tresadenn en holl, 6 bep sizhun e-pad 6 sizhunvezh. Berzh bras n'eus graet e zifi met talvoudus 'vit diskouez pegen bev eo c'hoazh ar mod da gomz e Douarnenez.

Dibab a ra bremañ Charles Kerivel lakaat an tresadennoù e gwerzh. An arc'hant dastumet, 20 Euro an tamm, a vo profet d'ur gevredigezh.

Ma fell deoc'h kaout un dresadenn orin neuze, ket ur gopienn, kit e darempred gant an treser Charles Kerivel. Peadra 'zo da c'hoarzhin, du goût tant que tant, 'giz ma vez laret e Douarnenez.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu