EN BRETON | Lagad ar web
Chaque soir, zoom sur le meilleur du web en langue bretonne. Immobilier insolite et humour mod'kozh ce mardi.

:Dre Lagad ar Web hiziv 'zo kenwerzh da gaout Loeiza Beauvir:
Goude enkadenn ar virus eo niverus an dud gant ar c'hoant prenañ ti war ar maez ha kuitaat ar c'hêrioù hag ar ranndioù bihan. Ha prest 'vefec'h da vont da chom er Morbihan evit kaout ul lojeiz dic'hortoz ?
E Gwennin emañ chapel gozh Ko Koet da werzhañ. Dibabet n'eus eskobti Gwened ha parrez Baod n'em zizober deus ar savadur bet disakret e 2010. War lec'hienn Leboncoin e c'heller gwelet ar chapel neuze. Ur pezh a 120 m² hag a goust 60 000 Euro.
Hervez ar beleg e vo divontet ar c'hloc'hdiig pa vo bet gwerzhet ar savadur. Dav 'vo ivez diblasañ ar c'halvar war un dachenn all.
Fent nevez a zo da souten dre an internet
Mo'Coz, setu anv ur gevredigezh a zo gant ar pal krouiñ, brudañ ha ledañ fent e Breizh. Un heuliadennig, Koumoul e anv a zo o sevel hag ezhomm arc'hant a zo.
Sellit ouzh ar pennad kentañ, c'hoariet gant Marion Gwenn ha Loeiza Beauvir :
Nag a drubuilh er c'houmoul. Dav gouzout 'zo ur scoop en heuliadennig... Ur vaouez eo an ankou ! Ya, piv 'nije kredet...
Koumoul a ginnigo div vunutenn a filmig fent e brezhoneg, kement all e galleg. Pep abadenn a vo filmet div wech neuze.
Evit kas ar raktres war-raok 'zo ezhomm gwenneien, 14 000 Euro evit 10 abadenn div wech div vunutenn. Ar galv 'zo roet : ma fell deoc'h difenn ar fent deus ar vro, mo' kozh 'pera, emgav war Le Pot Commun evit souten Koumoul.
Ma France : Économies d’énergie
Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !