EN BRETON | Lagad ar web
Chaque soir, zoom sur le meilleur du web en langue bretonne. Ce mardi, on s'habille en breton pour aller regarder les graffs à Morlaix.

Lagad ar Web ha deomp d'ober shopping
War ar rouedad m'eus kavet peadra evit gwiskañ ac'hanoc'h 'vit an hañv. Gouzout mat a rit, giz 2020 eo gwiskañ dilhad gant traoù skrivet warno. A-bep-seurt a gaver, anat eo... Traoù fentus, traoù... Bon... Traoù all, lakomp...
E brezhoneg 'zo danvez ivez, gant ar stal Penaos ?! da-skouer. Diskoachet m'eus hiziv lec'hienn Morgan ar Barzig, anvet La Breizh Boutik. Skridoù fentus a c'heller kaout war bep a dicheurt, da-skouer : "Ober netra a gemer-amzer", "Naoned e Breizh", pe c'hoazh "Labour Sul labour nul". Ha ouzhpenn ticheurtoù 'zo... Maskloù Covid a c'heller kaout, seier, tasoù...
Dibaoe tri bloaz e vrud Morgan ar vro war don ar fentigell. Peadra da reiñ ton da Vreizh ha d'he sevenadur. Emgav war lec'hienn La Breizh Boutik ha dre Facebook ivez.
Ha graff a zo e kêr Montroulez
Moarvat p'eus klevet anv pe gwelet zoken ar graffiti tour. Daou arzour a zo e penn ar raktres e Montroulez, o livañ mogerioù ar gêr. N'eus ket kalz arc'hant gant ar raktres, pa resevont 28 000 euro digant an ti-kêr evit embann o arz.
Un tamm brezhoneg a zo da wel' ivez war mogerioù Montroulez.
Ar c'hlasker, splujer hag arzour Yann Fontana n'eus embannet war e bajenn Facebook , un heuliad skeudennoù bet poltredet e Montroulez. Ouzhpenn ur jaguar leun a livioù splann e weler ivez ur frazennig en hor yezh. "Hashtag lazh da skramm" a zo livet ouzh ur voger.
Un arz kaer, o plantañ un aergelc'h blijus e kêr Montroulez. Ar poltredoù 'zo da wel' dre bajenn Facebook Yann Fontana .
Ma France : Économies d’énergie
Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !