Société

GAST ! : Plijadur ha sekselezh e Tregon

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel jeudi 2 avril 2015 à 19:26

Gast affiche
Gast affiche © Photo Facebook - Gast!

Dalc'het e vo, etre an 3 hag ar 5 a viz Ebrel, ur festival digustum e Tregon e Su Penn ar Bed. Komzet e vo e-pad an dibenn-sizhun diwar-benn ar sekselezh, ar plijadur, pe c'hoazh deus al lieskarantez dre atalieroù, filmoù hag all... Un festival mod nevez à Tregunc ce week-end. Le groupe féministe Gast! organise des rencontres, ateliers, conférence gesticulée.

Ur bloaz hanter-zo e oa bet krouet ar strollad Gast! gant div merc'hed deus kostez Douarnenez. Abaoe eo kresket ar strollad ha n'int ket chomet da dortal. Kinnig a reont un darvoud all en dibenn sizhun-mañ e sal ar Sterenn ba Tregon evit komz diwar-benn statud ar merc'hed hag ar baotred, ar sekselezh pe c'hoazh ar c'hwipig.

Dizoloiñ sekselezh ar merc'hed

Pal ar festival a zo lakaat an dud da gomz diwar-benn ar sekselezh. "Sekselezh ar merc'hed ne vez ket komzet diouti eme Lou Millour ezel ar strollad Gast!. Bez zo skeudennoù diwar-benn ar sekselezh un tammig pep lec'h er mediaoù a ra drouk d'an dud. Ret eo ober seks alies, ret eo bezañ mod-se pe mod-se, ar pezh a ra droug d'ar baotred ha d'ar merc'hed, neuze memp soñjet vije ket fall komz d'un doare un tammig donoc'h ha plijusoc'h !"

Pellgargit amañ program ar festival

Forzh penaos eo dija aet war-raok an traoù evit ar strollad Gast!, rak "n'eo ket boutin tamm ebet kaout festival evel-se. Bez zo darvoudoù all, met underground, n'eo ket traoù publik. Ar pezh a zo dibar gant Clito'rik eo un dra douget ivez gant ar rannvro, gant ar prefeti , da laret eo omp sikouret gant servij ar c'hevatalded merc'hed/paotred. Ouzhpenn-se hon eus bet pennadoù er c'hazetennoù lec'h ma vez skrivet "Seks ha Plijadur!", zoken an dosieroù goulennoù yalc'had o deus c'hoarzet barzh er servijoù stad... An hanter deus al labour a zo bet graet dija dre ar c'hehentiñ !"

Komzet e vo da skouer pad ar festival diwar-benn al lieskarantez pe "polyamour" :

GAST SON 3 Polyamour

Komzet e vez ivez diwar-benn geriaoueg ar brezhoneg war ar seks :

GAST SON 4 Yezh

Gast - Aucun(e)
Gast - Gast!

Gast! ur strollad deskadurezh pobl

Gast a zo ur strollad pe ur "c'holektiv, eme Lou Milour, da laret eo n'eo ket ur gevredigezh, n'eus ket a chef" . Kregiñ a ra istor Gast e miz Kerzu 2013 ha "c'hoant hon oa eskemm diwar-benn plas ar merc'hed er gevredigezh hep soñjoù resis ha dindan teir sizhun e oamp un daouzek bennak, diouzhstu eo bet sklaer evidomp e oa digor d'ar baotred rak ezhomm hon eus diouto evit stourm". "Buan tre omp kroget d'ober traoù rak ni zo kentoc'h ur strollad ober, a zispleg Lou Milour,*preder hag ober* kentoc'h. Nimp zo o teskiñ, o kompren, o sellout ouzh filmoù, o lenn, evit kompren peseurt labour a chom d'ober". Met dreist-holl, eo bet graet ur bern traoù ganto dindan ur bloaz, giz "empowerment" da laret eo "deskiñ ni merc'hed ober traoù a vez sañset graet gant ar baotred da skouer mekanik an oto. Graet hon oa da skouer un atalier vidange . Un doare disheñvel eo stourm evit ar gevatalder."

EN FRANCAIS

C'est assez inhabituel pour qu'on en parle, le groupe féministe Gast! organise un week-end de rencontre pour parler de sexe, du plaisir, d'égalité femmes-hommes, ou encore du clitoris ! Le tout, soutenu par la région et la préfecture de région. Toutes les explications sur ce festival par Lou Milour, une des membres du collectif féministe Gast! :

Gast SON fr

Téléchargez le programme du festival ici