Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Gouel Breizh tro-dro d'ar bed | "Kalz a dud eus Enezenn Reunion a zo ginnidik eus Breizh"

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Lidet e vezo adalek ar 16 a viz Mae : ar Gouel Breizh. Abadennoù a vo e Breizh met ivez tro-dro d'ar bed.E enezenn ar Reunion e z'eus ur gumuniezh stank a vretoned o vevañ du-hont. Abadennoù dañs, sonadegoù ha memes ur genstrivadeg "Palet" a vo savet ganto. "24 skipailh a zo enskrivet, ha bez 'zo tud eus Bro India o gemer pezh" eme Jerm Vanecke, ginnidik eus an Oriant.

Gouel Breizh Reunion
Gouel Breizh Reunion

Er bed a bez vez aozet  Gouel Breizh adalek fin ar sizhun. E Breizh e vezo lidet, evel just, met ivez er Stadoù-Unanet, e bro Vietnam, Mec'hiko, Sina pe c'hoazh war enezenn ar Reunion. Ur sizhunvez fest, anvet*"Fet Breizh" a vo kinniget gant bretoned ar Reunion. Ret eo gouzout e z'eus ur gumuniezh stank a vretoned o vevañ du-hont. Met dreist-holl, ur "bern tud eus ar Reunion a zo ginnidik eus Breizh"* eme Jerm Vanecke, ur breton o vevañ abaoe pell du-hont.

"Kalz a dud a zeu, pell pell-zo, eus Bro Breizh, a zispleg paotr An Oriant. Da skouer, dimezet on gant ur plac'h, hag e familh dezhi a oa, tri c'hant vloaz-zo, o vevañ e Pont-Aven. Setu anvioù-zo amañ a zo eus Breizh . Neuze, va gwreg, da skouer, a oa anvet Sehedic a-raok. Sehedic giz anvioù Pont-Aven ! Kalz a dud a zo dedennet gant pezh a-denn eus Breizh rak pell-zo pell-zo e oant o familh a oa o vevañ e Breizh"

"Va gwreg a oa anvet Sehedic. 300 bloaz-zo e oa e familh e Pont-Aven !"Jerm Vanecke, ur breton o vevañ er Reunion

Gouel Breizh e Reunion SON

Gouel Breizh er Reunion
Gouel Breizh er Reunion

Abadennoù e-leizh evit lidañ Breizh

E-pad ur sizhunvezh e vo fardet "krampouezh", aozet "abadennoù dañs ha c'hoarioù" eme Jerm Vanecke. "Ur genstrivadeg palet a vo ivez. 24 skipailh a zo dija enskrivet evit c'hoari palet ha bez 'zo tud eus Bro India ha tout ! Goulennet o deus ouzin : " - Tu'zo da c'hoari ? Petra eo ? Palet ? Eh bah ya, simpa tre, dedennus, okay dont a ran, gant ur mignon ?" Ah setu, penaos hon eus bet kement a skipailhoù"

Annezidi ar Reunion a zo tud a-feson emezañ rak "tout an dud a z'a da dout ar festoù. Pe vefe re ar gallaoued, re Bro India, Bro Sina... Tout an dud a zo dedennet gant sevennadur ar re all ! "

Gouel Breizh e Reunion PAKET

Muioc'h a zisplegadennoù war al lec'hienn : amicalebretagne974.over-blog.com/

Choix de la station

À venir dansDanssecondess