Société

Keleier an 10 a viz C'hwevrer | Les informations du jour en langue bretonne !

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 10 février 2015 à 19:55

C'hoarierien Konk-Kerne oc'h erruout war an dachenn.
C'hoarierien Konk-Kerne oc'h erruout war an dachenn. © Radio France - Thomas Lavaud

Hiziv e vez lakaet ar gomz war skipailh mell-droad Konk-Kerne, afer ar C'harlton ha Dominique Strauss-Kahn ha deus ERDF.

Skipailh Konk-Kerne e eizhvet gourfennoù kib Bro C'hall

Aet eo paotred Konk-Kerne betek Croix, e norzh ar vro. Jean-Marie Ollivier oa tredeog e CFA 1 ha CFA 2. Reiñ a ra deomp e soñj war ar match-se.

Jean-Mai Ollivier

Afer ar C'harlton barnet e Lille

Kemeret 'nije perzh patron kozh an FMI, Dominique Strauss-Kahn, e-barzh nozvezoù diroll gant gisti. Setu perak e vez barnet d'ar mare-mañ e lez-kastiz Lille.Rebechet e vez dezhañ houlierezh grevusaus (proxénétisme).

Hélène Catalan-Marcos, oa e-barzh bodadoù feministed. Hervezi eo spontus an afer-se. 

Hélène Catalan Marcos

100 million euro postet gant ERDF evit diarvenn ar c'horventennoù

Soñj ho peus sur a-walac'h deus an troc'hadoù tredan zo bet warlene. Koustet 'neus an dek sizhunvezh a varradoù amzer 20 million a euroioù.

Muioc'h a zisplegadennoù gant Joan Bizien. 

Joan Bizien