Société

Keleier an 10 a viz Gwengolo | Que s'est-il passé en Bretagne aujourd'hui ?

Par Pauline Kerscaven et Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel mercredi 9 septembre 2015 à 19:27

Gant ar Ciel e vez degemeret mil studier bep bloaz.
Gant ar Ciel e vez degemeret mil studier bep bloaz. © Radio France - Joan Bizien

Petra a zo tremenet e Breizh hiziv ? "Cela fait longtemps que la Bretagne accueille des migrants" explique un historien. "22 000 jeunes apprennent le breton aujourd'hui" nous dit un inspecteur d'académie. On fait un tour au Ciel, de Brest et on parle de l'association "Re diwar ar maez".

Abaoe pell e vez degemeret tud divroet e Breizh

"E Kemper, e vo resevet hanter-kant repuad." Setu ar pezh a zo bet embannet gant Ludovic Jolivet, bremaik, war-eeun war France Bleu Breizh Izel.

Abaoe pell e vez degemeret repuidi e Breizh. Evel ma lavar deomp an istorour Louis Elegoet.

Louis Elegoet gant Joan Bizien

22 000 bugel a zo o teskiñ brezhoneg hiziv an deiz

Ouzhpenn daou warn-ugent mil bugel a zo o teskiñ brezhoneg hiziv an deiz, ha 20% diouto a zo skoliatet en hentennoù divyezhek. Teir skol nevez a zo bet digoret ar miz-mañ hag ouzhpenn da-se zo bet digoret unnek klas er skolioù divyezhek.

"Kelennerien brezhonegerien lakaet da labourat e galleg hepken ? Ur vojenn eo"

Rémi Guillou, enseller pedagogel

25 kelenner nevez a zo bet gopret nevez-zo met gant tuz zo oa bet lavaret e oa bet lakaet ar gelennerien brezhonegerien da gelenn nemet e galleg.* "Ur vojenn eo"*, eme Rémi Guillou, enseller pedagogel e-karg deus ar yezhoù ranvroel e akademiez Roazhon.

Remi Guillou gant Pauline Kerscaven.

Er Ciel e c'heller deskiñ saozneg, spagnoleg, portugaleg, sinaeg, arabeg ha galleg !

Ar Ciel - kreizenn etrevroadel studioù war ar yezhoù - a zo ur skol savet gant Kambr kenwerzh ha greanterezh Brest.

Kinnig a ra kentelioù galleg d'an estranjourien ha kinniget e vez d'an holl deskiñ pe peurzeskiñ saozneg, spagnoleg, portugaleg, sinaeg pe arabeg.

Bep bloaz, e teu mil studier pe kelenner er maner, war vord an Elorn. Muioc'h a zisplegadennoù gant Maiwenn Morvan, kelennerez war ar galleg evit an estrañjourien.

Maiwenn Morvan gant Joan Bizien.

"Re diwar ar maez", ur gevredigezh nevez e Plougastel

Peseurt liamm a zo etre ar brezhoneg ha bed ar beizated ? Setu ar goulenn savet gant kevredigezh "Re diwar ar maez", ur strollad savet nevez zo, gant labourerien douar, evit en em soñjal diwar-benn al liamm etre an douar hag ar yezh.

Rak hiziv an deiz ne vez ket klevet kalz a vrezhoneg war ar maez. Pezh ne oa ket gwir 50 vloaz zo.

Ha liammet eo an afer-se ivez gant ar cheñchamañtoù bras zo bet war ar maez abaoe an eil brezel bed, a zispleg deomp Laouig Karet, eus "Re diwar ar maez".

Laouig Karet gant Nolwenn Quioc.