Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Keleier 11 a viz mae | Intermarché Rostrenn, Brittany Ferries, Omofobiezh : "Aon m'eus bezañ taget", Hollande e Haïti

Par

Manifestet e oa bet gant 300 annezad Rostrenn evit difenn basenn Intermarché : 200 post-labour a zo en arvar. Komzet hon diwar-benn gwall-daol renerien ar Brittany Ferries e Ouistreham. Klevet e oa bet ivez René Ferec, eus ar gevredigezh Douar Nevez a skoazell an haitianed abaoe krenn-douar 2010. Kinniget eo bet deomp ivez ar festival Fais Pas Genre, ur festival a-enep an omofobiezh.

Rostrenen Intermarché
Rostrenen Intermarché © Radio France - Anne Treguer

Annezidi Rostrenn skoazh ouzh skoazh gant gopridi *Intermarché *

Serret e vo benn 2017 basenn intermaché Rostrenn gant renerien Intermarché . Kaset e vo ar stal-mañ betek Neuillac gant an hanter neubeutoc'h a bostoù. D'ar meurzh 12 a viz mae e vo kinniget ar raktres-mañ d'un doare ez-ofisiel da gopridi stal ar C'hreiz-Breizh. Setu perak o doa manifestet 300 annezad Rostrenn, hag an dro war droioù, dilun vintin. En o zouez e oa Herve ar Gal ezel eus an UDB :

Publicité
Logo France Bleu

"Kalz a familhoù a labour amañ ha n'emaomp ket evit degemer seurt keloù" Herve ar Gal, ezel eus an UDB

loading

Brittany Ferries : "Dañjerus e oa untrudu ar renerien" eme sindikad ar vartoloded

E fin an abardevezh o doa CGT an dokerien ehanet gant o harz-labour. Goulenn a ra paotred ar porzhioù ur gresk 4 % eus o goproù. Evit poent n'int ket trec'h met un emgav a vo, d'ar Merc'her 13 a viz mae, etre ar sindikadoù ha renerien ar porzh. Neuze, gall a raio bigi ar Brittany Ferries mont en-dro er porzhioù ma z'int kustum bezañ. Met chom a ra fuloret sindikadoù an dud-a-vor goude gwall-daol mestr ar Britany Ferries, e porzh-mor Ouistreham, en dibenn sizhun-mañ. Gant un ugent bennak a lodennerien all e oa aet Jean Marc Roue da gerc'had dre heg ur vatimant dalc'het ouzh ar c'hae gant harzh labour an dokerien. Kenskoazell gant dokerien Ouistreham, ne falveze ket ken da dokerien porzhioù all degemer listri ar Brittany Ferries. Displegadennoù Jañ Luk Bergot :

loading

Haïti : un enezenn o poaniañ c'hoazh

D'an 12 a viz mae e vo François Hollande, prezidant ar republik, war enezenn Haïti. Klozañ a raio e veajoù er C'haraib en ur weladenniñ an enezenn-mañ. Un enezenn hag a zo c'hoazh gwall distrujet. Pemp bloaz-zo e oa bet ur c'hren douar kreñv tre ha lazhet e oa bet 300 000 den , miliadoù ha miliadoù all a oa bet gloazet ha kollet e oa bet o zi gant 1 200 000 den. Abaoe pemp bloaz emañ ar gevredigezh Douar Nevez o sikour annezidi Haïti da vevañ un tammig gwelloc'h. Da skouer e vez kaset ganto dafar evit netaat an dour . René Ferec ezel eus ar gevredigezh Douar Nevez :

"Gouzout a reont deus petra o deus ezhomm hag ezhomm o deus arc'hant dreist-holl"Rene Ferec, ezel Douar Nevez

loading

Enebiñ an omofobiez dre ar gaoz

Sed aze pal ar festival Fais pas Genre hag a vo dalc'het adalek  ar Meurzh 12 a viz mae e Brest. Bez 'vo divizoù, konferañsoù, filmoù hag abadennoù sirk. Pal ar gevredigezh Divers Genre a zo lakaat ar gomz war an identelezhioù d'un doare dudius. Ret eo lakaat da glevet mouezh ar gumuniezh LGBTH eme Fañch, prezidant ar gevredigezh Divers genre, rak eo bet diskleriet traoù "eugus " ar bloaz paseet e mare divizoù an "Eured evit an holl" . Santet e vez c'hoazh un omofobiezh hervez Fañch prezidant ar gevredigezh Divers Genre :

"Kuzhaat a ran c'hoazh va identelezh da dud-zo"Fañch, pzdt ar gevredigezh Divers Genre

loading
Fais pas Genre
Fais pas Genre

Ma France : s'adapter au coût de la vie

Vous constatez l'augmentation constante des prix et la diminution de votre pouvoir d'achat ? Vous avez trouvé des astuces, des bons plans, vous avez changé certaines de vos habitudes pour vous adapter à l'inflation ? Réparation, covoiturage, location, échanges de services... France Bleu, en partenariat avec Make.org , vous invite à partager vos idées originales et solutions concrètes du quotidien, et à donner votre avis sur celles d'autres citoyens. Trouvons ensemble les moyens de faire face à la vie chère !

Publicité
Logo France Bleu