Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Keleier 12 a viz mae | Bugaled Breizh, Kreizenn Gaz Landi, Gward Republikan mod Breizh, Florence Arthaud, JMK e Bro Sina

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Kaozet hon eus diwar-benn ar Bugaled Breizh. Sur awalc'h e vezo klozet warc'hoazh an enklask justis gant lez-varn galv melestradurel Roazhon. Plantet hon eus ivez ar gaoz diwar-benn ar greizenn gaz e Landivizio. Gwisket e vezo ar gward republikan gant poloioù krouet e Breizh. Ur vag a vo moraet e koun Florence Arthaud e-pad gouelioù ar Mor-bihan hag ar strollad JMK eus Landene war-zu Bro Sina.

L'épave du Bugaled Breizh à l'arsenal de Brest
L'épave du Bugaled Breizh à l'arsenal de Brest

Pik echu afer ar Bugaled Breizh ?

D'an 12 a viz Mae e vezo embannet diviz lez-varn- galv melestradurel Roazhon. 11 vloaz e oa aet chaluter Loktudi d'ar strad nebell eus aochoù Breizh Veur. 5 pesketaer a oa en e-bourzh. Kredabl bras e vezo klozet an doser justis-mañ rak an alvokad meur n'oa goulenet vefe kardarnaet an "non lieu'" pad an odiañs diwezhañ. Displegadennoù Jañ Luk Bergot :

19e00 paper bugaled breizh

Kreizenn gaz Landi : aotre ar prefed

E aotre zo bet roet gant prefed Penn ar Bed evit sevel kreizenn gaz Landivizio. Sinet eo an traoù dec'h gantañ... Neuze, rredan a c'helfe bezañ produet du-hont adalek fin ar bloaz daou vil seitek. Sevel a raio Fulup Plouzane, eil-vaer e Kommana hag a-enep ar greizenn gaz abaoe ar penn-kentañ, a-enep diviz ar prefed :

"Savet eo bet klemm a-enep d'ar gontrad sinet gant ar Stad"Fulup Plouzane, eil-vaer Kommanna

19e Kreizenn Gaz PIF

Agaset eo Jean Le Vourc'h gant emzalc'hoù enebouriena r greizenn gaz. E penn ar strollad GESPER emañ eñv. Diaes eo da gompren e z'afe tud-zo a-enep ar raktres-mañ emezañ :

"Forzh petra vez graet er vro-mañ e z'eus enebourien"Jean Le Vourc'h, strollad Gesper

Greizenn Gaz PAF

Ar Gward Republikan gant dilhadoù krouet e Breizh

Sinet eo bet ur c'hontrad etre ar gward republikan hag A Galon , un embregerezh staliet e Kemper hag e Naoned. Krouet o deus poloioù evit ar gwarded republikan. Guillaume Lom Puech a zo unan eus renerien ar stal :

"Loc'hus tre eo evidomp ha bruderezh mat eo ivez"Guillaume Lom Puech, A Galon

Gward Republikan

Ur vag e koun Florence Arthaud

E-barzh sizhunvez ar Mor-Bihan emaomp ha padout a raio gouel ar bagoù betek disul e porzh mor Gwened hag er pleg mor a-bezh. Evit 8ved abadenn glad ar mor e teuio bagoù eus deg bro disheñvel. Ur vag a vezo moraet ivez diryaou 14 gant skolaj Diwan Gwened. Ar re yaouank zo evit poent o livañ ar vag plad-se anvet "la Florence ". E koun ar voraerez Florence Arthaud eo bet dibabet an anv-mañ. Kaset vez en dro ar stand gant ar moraer Eujen Rigidel, ezel komite skoazell skolaj Diwan. Displegadennoù Stéphanie Menec, renerez ar skolaj :

"Anvet e vo Flo evit enoriñ Florence Arthaud"Stéphanie Menec, renerez ar skolaj

19e00 gouel ar morbian bob ok

Trio JMK war-zu Bro Sina

"Trio JMK" ar strollad fest noz elektro-hengounel a vo klevet ha gwelet e Bro Sina. Pedet int bet gant ar strollad Ampouailh, da seniñ evit lidoù Gouel Breizh gant Zhong Breizh. O zroiad a gaso anezho eus Pekin betek Shanghaï. Distreiñ a raint e Breizh d'an 23 a viz Mae. Pase laouen eo Tristan Jezekel, talabarder ha paotr an dreujenn goal, mont da Azia :

"E Pekin e vimp ha goude e z'imp e kêrioù "bihan" tro 8 million a dud..."Tristan Jezekel, talabarder JMK

19e00 JMK china bob

  • Chine
Choix de la station

À venir dansDanssecondess