Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Keleier 13 a viz mae |Bugaled Breizh : echu ar stourm, Kan ha Diskan e New-York, Quotaioù embroidi, Sizhun ar Morbihan

Par

Echu eo ar stourm evit Robert Bouguéon. Divizet n'oa lez varn galv Roazhon e oa poent echuiñ gant an enklask :un "non-lieu" a oa bet embannet. Komzet hon oa ivez diwar-benn rak-divizoù Komision Europa diwar-benn an embroidi, quotaioù a vo vit pep bro. Lakaet hon eus ar gaoz war ur strollad bretoned a vo war leurennoù New-York ha war sizhunvezh ar Morbihan.

Robert Bougueon Bugaled Breizh
Robert Bougueon Bugaled Breizh © Radio France - Tudi Crequer

Bugaled Breizh : "Non-lieu", poent paouez ar stourm

Echu eo afer justis ar Bugaled Breizh evit ul lodenn eus familhoù ar vartoloded lazhet. Kardarnaet e oa bet d'ar merc'her 13 a viz mae un "non lieu" e lez-varn-galv Roazhon. Pemp pesketaer oa aet da goll e-barzh peñse bag jaluter Loktudi, maez da aodchoù Breizh Veur, 11 vloaz zo dija. Sonjal a ra c'hoazh da familhioù ar re beuzet e oa bet kaset d'ar strad ar vag pesketa gant ul lestr spluj. Padal, skuizh ha disrannet int hirv goude keit-se a enklaskoù hag a dabutoù. Displegadennoù Jañ-Luk Bergot :

Publicité
Logo France Bleu
loading

Robert Bougueon a oa e penn komite pesketa ar Gelveneg pa oa c'hoarvezet ar gwallzarvoud. Aet eo skuizh gant afer ar Bugaled Breizh. E alvokad, hag hini ul lodenn eus ar familhoù, Kristiañ Bergot a zispleg penaos int skuizh marv gant un afer justis ken hir :

"Emichañs e n'o un den bennak ar kouraj da lavar ar wirionez un dervezh bennak"Robert Bougueon, prezidant kozh komite pesketa ar Gelveneg

loading

Adkavit ur pennad klok gant Robert Bougueon amañ : "Bugaled Breizh : Robert Bougueon a gont deomp 11 bloavezh stourm"

Embroidi : quotaioù evit pep bro Europa

Poent degemer gwelloc'h an embroidi e unvaniezh Europa. Kinnigoù a vo graet Diryaou gant komision unvaniezh europa evit degemer anezho e Broioù Europa. Unan pouezus a zo dija bet embannet : ur sistem quota a vefe etre broioù europa, da laret eo e vefe rannet an embroidi etre broioù Europa ha ne vefe ket mui d'ar re war aodoù ar Mor Kreizdouarel d'hen ober o unan. Hag un dra vat eo evit Malori Créac'h, sekretourez lig gwirioù mab den evit Bro Brest :

"Normal eo degemer an dud-se. Brezel a zo ha broioù Europa a zo pinvidik"Malori Créac'h, lig gwirioù mab den

loading
Breizh - Garifuna
Breizh - Garifuna - Breizh Amerika Collectif

Kan-ha-Diskan war leurennoù New-York

D'ar Yaou 14 a viz mae noz e vo klevet Kan-ha-Diskan e New-York. Kanañ a raio Armel an Hejer hag Alain Le Clere gant ur strollad tud eus ar minorelezh Garifuna. Ar Garifuna a zo tud a-orin eus ar Karaib. Ur c'honsert a vo e New-York, un EP a vo enrollet ivez e fin ar sizhun-mañ ha goude-se e z'aio ar strollad-se Breizh Amerika Colletif war hentchoù Amerika. Ur sapre avantur kontet deomp gant Tudi Crequer :

"Daou dra-zo. Eskemm muzik gant sonerien ar bobl Garifuna ha kas war-raok ar brezhoneg"Armel an Hejer

loading

Evit gouzout hirroc'h war an untrudu-mañ e c'hellit mont war lec'hienn internet Breizh Amerika : "Breizh on the Road"

Sihunvezh ar Morbihan : Liammoù etre Bro Groasia ha Breizh

E kreizik-kreiz gouel mor Gwened  emaomp bremañ. Mordead o deus graet bigi kozh an deg vro pedet 'barz ar pleg mor. Ur mor a dud a oa evit an arvest-mañ. D'ar Yaou 14 e vezo gouestlet an devezh da Bro Groasia. Ar vro-se a zo lidet war an ton bras ar bloaz-mañ. Anna, plac'h Kroasia, a ra war dro ur stand war dachenn ar gouel. Dont a ra eus enez Pachmann, e rannvro kêr Zadar. Laouen bras eo da zizoleiñ Breizh :

"Dammheñvel eo ma bro gant Breizh lec'h ma z'eus kalz a inizi bihan"Anna, plac'h bro Groasia

loading
Publicité
Logo France Bleu