Société

Keleier an 13 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel vendredi 13 mars 2015 à 19:55

La Calypso aux chantiers Piriou de Concarneau
La Calypso aux chantiers Piriou de Concarneau © Maxppp

Deus petra vez komzet hiziv ? L'avenir de la Calypso, le bateau du commandant Cousteau. La fédération Kevre Breizh envoie des lettres aux candidats des départementales pour leur poser des questions sur la langue bretonne. Les secrets du Parc naturel régional d'Armorique dévoilés en avril. L'émission spéciale Plogoff, 35 ans après.

Petra en em gavo gant ar C'halyspso, bag ar c'homandañ Cousteau ? 

Digwener, diouzh ar mintin, oa bet embannet gant chanter Piriou, deus Konk Kerne, e kasfe dilun a zeu ur gemenadenn seziz d'ar skipailh Cousteau. Gwerzhet diouzh ar c'hresk e c'hellfe bezañ ar vatimant goude.Met goulennet zo ivez gant Francine Cousteau, da chanter ar Guip, studiañ penaos ramorkiñ ar vag betek Brest.

Muioc'h a zisplegadennoù gant Jean-Luc Bergot. 

7e15 paper bzh Calypso

Dilennadegoù departamant : lizhiri kaset gant Kevre Breizh d'an dud war ar renk

Galvet omp da vont da votiñ d'an 22 ha d'an 29 a viz Meurzh evit dibab piv vo e-penn ar c'huzulioù-meur. Met petra a rint evit ar brezhoneg ?Seh ahe ar goulenn savet gant Kevre Breizh. 

Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, a oa war-eeun ganeomp. 

Keleier Breizh 19e

Abadennoù war sekredoù Park an Arvorig 

Dindan div zervezh, d'an 11 ha d'an 12 a viz Meurzh, e vo kinniget 60 abadennad o tennañ d'an Argoat ha d'an Arvor.A bep seurt vezo evit an holl hag evit netra : pourmenn war vor, war droad er meazioù, artizanelez , istor...

Ur gartennad gant displegadennoù an holl darvoudoù-ze a zo o paouezh dont er-meaz. Selaouit ahe Jean-Claude Lessard, eil brezidant Park an Arvorig.

8e15 park an arvorig

Stourm Plogoñ 35 vloaz goude : un abadenn ispisial war France Bleu Breizh Izel

Dilun, etre seiz eur ha nav eur noz, e vo tu deoc'h selaou un abadenn ispisial e brezhoneg, gouestlet da stourm Plogoñ. Un bern tud a vo aterset ganeomp war-eeun.35 bloaz zo' e kroge tud ar C'hab da stourmañ a-enep ar raktres kreizenn nukleel. D'ar 16 a viz Meurzh 1980, ez ae 50 000 den da vanifestiñ e Beg ar Raz.En o zouez, Jean Moalic. Aet eo Pauline Kerscaven da gejañ gantañ.

8e15 Plogo - Poltred Jean Moalic

M'ho peus c'hoant e c'helloc'h pellgomz deomp ivez evit reiñ ho soñj, dilun etre 19e hag 20e : 02 98 53 65 65.