Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Keleier 18 a viz mae |Kerviel : prosez nevez ?, Tennadeg e Brest, Diskleriadur tailhoù, Levr arkeologiezh Kreiz-Breizh

-
Par , France Bleu Breizh Izel

D'an 18 a viz mae hon eus lakaet ar gomz war prosez ar Societe Generale, goulenn a ra Jérôme Kerviel e vefe nullet e varnedigezh goude pennad-skrid Mediapart. Aet eo ivez war raok enklask polis diwar-benn tennadeg Brest digwener noz. Komzet hon eus ivez diwar-benn al levr nevez "Arkeologiezh e Kreiz-Breizh" ha diwar-benn o tiskleriadur evit an tailhoù, c'hwi zo kentoc'h paper pe internet ?

Baleadenn Jérôme Kerviel e 2014 etre Bro Italia ha Bro C'hall
Baleadenn Jérôme Kerviel e 2014 etre Bro Italia ha Bro C'hall © Reuters

Ur prosez nevez evit Jérôme Kerviel ?

Goulenn a ra ar bigouter e vefe nullet e brosez ganbt ar justis goude ma vefe bet embannet gant Mediapart, testoni ar boliserez e karg eus an enklask polis. Hervezi e oui dre ret an ti-bank petra rae Jérôme Kerviel. Ouzhpenn da-se e vefe bet kuzhet dielloù-zo gant an ti-bank hervezi. E 2008 e oa bet kollet 4,8 miliard a euroioù gant an ti-bank ha kondaonet e oa bet paotr Pont n'Ad gant ar justis. Met gant test ar boliserez e n'eus fiziañs Rene Koupa, e penn ar c'homite skoazell e vefe kroget gant ur prosez nevez :

"An ti-bank n'eus nac'het tout abaoe 2008 met traoù zo bet kuzhet. Ret eo kaout ur prosez nevez."Rene Koupa, prezidant komite skoazell Kerviel

7e15 Kerviel SON 2

Rene Coupa a responte da Tudi Crequer

Cheu bras etre karterioù Pontanezen ha Kerourien

Kostez Brest e kendalc'h an enklaskoù da heul tennadeg park-lec'h Kermasport a oa bet e Kergaradek digwener tremenet. Hervez an enklaskerien oa bet savet freuz ha reuz gant div vandennad hailouned eus karterioù Pontanezen ha Kerourien. Displegadennoù Jañ-Luk Bergot :

19e00 tennadeg Kerga (paper)

Tailhoù : paper pe internet ?

Poent bras evdoc'h leuniañ o tiskleriadur "goproù ha gounidoù" evit an talhioù. Araok hanternoz, d'an 19 a viz mae, e rankit kas anezhi dre lizher pe war eeun e ti an tailhioù. Met bez o peus betek fin ar miz  ma vez graet ganeoc'h dre internet. Ha daoust m'en deus c'hoant ar gouarnamant e vefe muioc'h a dud oc'h implij ar rouedad n'eus nemet un drederenn eus an dud oc'h hen ober.

"Goulenn a rin skoazell gant va bugale hag a zo kustum d'ober gant internet"Marcel, 79 bloaz, boaz ober gant ar paper

"E-penn kentañ e oa diaes, met kemeret eo ar pleg bremañ"Anne, yaouankoc'h a implij Internet

7e15 diskleriadur (paket)


Levr : Arkeologiezh Kreiz-Breizh

Dizoloiñ pinvidigezhioù kozh ar C'hreizh Breizh dre ul levr sed aze pal al levr-mañ anvet "L'archéologie en Centre-Bretagne" hag embannet adalek an naontek a viz mae gant an ti embann Coop Breizh. Un toullad dielloù a zo el levr-mañ hag a zo bet skrivet gant 12 den disheñvel (klaskerien hag arkeologourien). Erwann Chartier, eus Coop Breizh, a zo ivez eus unan eus ar skrivagnerien :

"Ne oa levr ebet evit displegañ petra oa bet savet e Kreiz-Breizh ha ne oa ket kalz a labourioù diwar-benn ar grenn amzer kentañ"Erwan Chartier, coop Breizh

Hag astennet e vo ar gaoz d'ar meurzh 19 gant Erwan Chartier en abadenn e brezhoneg !

Arkeologiez

 

 

Choix de la station

À venir dansDanssecondess