Keleier an 18 a viz Meurzh | Eclipse, départementales et livre, l'info du jour en langue bretonne
mercredi 18 mars 2015 à 19:29 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel
War petra a zo bet lakaet ar gomz hiziv ? War ar marv-heol a vo tu gwellet digwener. War politikerezh sevenadurel ar c'huzulioù-departamant e Breizh ha war ul levr, deuet er maezh, n'eus ket pell zo, "Ar soner hag ar bleiz". Selaouit ha lennit ar pezh a zo tremenet er vro !
Kuzhet 'vo an heol gant al loar, digwener
Tremen a raio al loar etre an eol hag an douar, digwener, diouzh ar mintin. Chom a raio neuze ul lodenn deus an douar en disgwel.Anvet eo an anadenn naturel-se ur fallaenn war an heol pe ur marv heol. Ha leun e vo, pe dost.
Ret e vefe bezañ e inizi Feroe evit kaout un oabl du. Met e Breizh vo gwellet mat ar marv-heol rak e vo stanket 80% deus an oabl. Kregiñ a raio ar fallaenn war an heol da 9e16, e Brest. Gwellet vo gwelloc'h c'hoazh da 10e20. Echuiñ a raio da 11e30.
Dilennadegoù departamant : ur gwir politikerezh evit ar sevenadur ?
A-benn disul omp pedet da vont da votiñ evit dibab ar re a vo e-penn ar c'huzulioù-meur. Met da betra servij an departamantoù ?
Ober a reont war dro ar vugale, an dud ampechet, an dud kozh ha breskted an energiezh. Sevel ha kempenn ar reont ar skolajoù, an heñchoù hag ar porzhoù. Aozañ a reont an transportoù. Se zo barregezhioù dre ret. Ouzhpenn d'al listennad-se, eo rediet ar c'huzulioù departamant kas war-raok ar sevenadur.Barregezhioù dibar o deus , evel brudañ an dañs, ar sonnerezh, al lennegezh , hag an dielloù. Rediet eo ivez pep departamant da vroudañ kelennan arzoù, dreist-holl evit ar skolaerien. Karget int ivez da zalc'her e ratre dielloù an departamant ha da lakaat war wel o zalvoudegezez'. Mont pelloc'h ganti e c'hell ober ar c'huzulioù departamant en ur zibab baregezhioù ouzhpenn, evel kas war 'raok ar sevenadur.
"Ar soner hag ar bleiz" : ul levr pedagogel nevez embannet gant Tes
Tennet eo bet "Ar soner hag ar bleiz" diwar pezh c'hoari ar Vro Bagan. Da heul ar levr 'zeus tu kavout un DVD. Filmet oa bet ar pezh c'hoari ha didroc'het e dek tamm, pep tamm o tennañ d'un tem evel ar bleizi , ar sonerien ha kemen 'zo.Ur gwir oberenn bedagogel eo, gant poltriji , kartennoù , ha skeudennet kaer gant an arzourez Anna Duval.
Sonerien ha dañserien Landerne e New-York
Evit Gouel Sant-Patrig oa bet pedet sonerien ha dañserien Landerne e New-York.Sellit ouzh ar video, filmet gant Tudi Crequer.