Société

Keleier an 2 a viz Gwengolo | Que s'est-il passé en Bretagne aujourd'hui ?

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mercredi 2 septembre 2015 à 20:25

Mil traktour d'an neubeutañ a zo gortozet e Paris, diriaou.
Mil traktour d'an neubeutañ a zo gortozet e Paris, diriaou. © Radio France

Adkavit amañ keleier ar vro, e brezhoneg mar plij ? Hiziv e lakomp ar gomz war : au moins 1 000 tracteurs attendus à Paris ce jeudi ; la manifestation devant l'Inspection académique du Finistère ; la rentrée des adultes qui suivent des cours de breton.

Plantet e vo reuz gant al labourerien-douar e Paris

Adalek nav eur e vo stanket perif' Paris diriaou gant al labourerien-douar. Dont a reont deus Bro C'hall a-bez, dreist-holl deus Breizh, gant mil traktour d'an neubeutañ.Ar c'hoant a zo ganto diskouez d'ar gouarnamant pegen diaes eo evito labourat.D'ar mare-mañ emañ paisanted an FDSEA hag ar JA kostez Rouen pe Le Mans. Ruilhal a rint e-pad an noz war an henchoù bras. Goude bezañ tremenet dre ar perif' ez int goude-se betek plasenn an Nation.Sur a-walac'h neuze e vo diaes sirkuliñ er gerbenn warc'hoazh.

Stanket e vo ar perif' gant al labourerien-douar a-raok mont e kreiz-kêr Paris.  - Radio France
Stanket e vo ar perif' gant al labourerien-douar a-raok mont e kreiz-kêr Paris. © Radio France

Mod-all eo galvet izili ar sindikajoù chomet er vro mont da bik-nikañ dirak an tiez-kêr da vare kreisteiz.Ne vo ket André Paul, saver moc'h e Skrigneg abaoe tregont vloaz e Paris met soutenn a ra memestra ar re a zo du-hont.

Aet eo Joan Bizien da gejañ outañ

6e15/8e15 Labour-douar PAKET

Banaleg, Riek, Berrien : n'eo ket tremenet mat an distro-skol e pep lec'h er vro

Manifestiñ oa bet graet hiziv gant tri-ugent den dirak ensellerez akademiez Penn-ar-Bed, e Kemper. Bez e oa kerent, bugale ha dilennidi o tont deus Riek, Berrien ha Banaleg.Goulenn a reont e vefe digoret ur c'hlas ouzhpenn er skolioù publik-mañ.Kemeromp skouer Banaleg. Daou c'hant dek bugel ha tri-ugent a zo inskrivet ar bloaz-mañ, da lavaret eo tregont muioc'h eget warlene. Met n'eus nemet unnek klas.Hag ezhomm zo krouiñ ur post nevez a zispleg deomp Martine Laurent, mestrez skol e Banaleg abaoe nav bloaz.

7e15 Skol Banaleg

Distro-skol evit an oadurien a zesk brezhoneg

Asambles e oamp war-eeun gant Fulup Quéré, rener DAO, Deskiñ d'an oadurien.Displeget 'neus deomp nevezentioù ar bloaz.

Keleier Breizh 02/09/15 19e

Kinnig a ra DAO ur bern stajoù, kentelioù noz pe stummadurioù war ar brezhoneg.