Société

Keleier an 2 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne, e brezhoneg !

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 2 mars 2015 à 20:18

Ul lodenn deus moger kastell Dinan a zo kouezhet.
Ul lodenn deus moger kastell Dinan a zo kouezhet. © Radio France - Johan Moison

E-barzh ar pennad-mañ, adkavit keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Hiziv e vez lakaet ar gomz ganeomp war : afer ar Bugaled Breizh, moger kastell Dinan, Iliz koz e Plougerne, ar magouri Mammigoù e Karaez ha kampionad ar bagadoù eil rummad.

Kouezhet eo ul lodenn deus moger kastell Dinan

Ul lodenn deus kastell Dinan a zo kouezhet dilun, abred, diouzh ar mintin. Hag hervez aotroù-maer Dinan, n'eus ket arc'hant evit kempenn ar moger, ne oar ket c'hoazh penaos vo graet.Maxime, a labour du-hont a zo bet souezhet pa 'neus gwellet ar moger. 

7e15 Dinan SON

Echu eo afer ar Bugaled Breizh ?

D'ar 15 a viz genver 2004 ez ae ar Bugaled Breizh hag e pemp martolod d'ar strad. Abaoe unnek vloaz e klask ar familhoù diskouez eo ul lestr-spluj 'neus kaset ar vag e foñs ar mor.Met dimeurzh e vo marteze embannet un didamall (non-lieu) gant lez varn galv Roazhon. 

Poent bras eo echuiñ gant afer ar Bugaled Breizh eme Robert Bougueon, bet prezidant komite pesketañ ar Gelveneg.

8e15 Bugaled Breizh SON 1

Ur pennad-skrid hir a c'helloc'h adkavout amañ. 

Robert Bougueon Bugaled Breizh - Radio France
Robert Bougueon Bugaled Breizh © Radio France - Tudi Crequer

Un dastummad arc'hant evit kempenn Iliz koz e Plougerne

Goloet oa bet Iliz koz gant an treazh e-pad ar seitekvet hag an triwec'hvet kantved.  Ha disoloet oa er bloavechoù 1970.Bremañ eo ret kempenn al lec'h ha ret eo kaout ac'hant. Setu perak, a-gevred gant Fondation du patrimoine, ti-kêr Plougerne rastellat arc'hant. Selaouit ouzh atersadenn Fulup Cariou, e-karg deus ar sevenadur en ti-kêr, evit gouzout hiroc'h.

M'ho 'peus c'hoant reiñ un tamm sikour e c'helloc'h mont e darempred gant Fondation du patrimoine. 

Ur magouri divyezhek e Karaez

M'emaoc'h o chom e Bro Karaez e c'helloc'h lakaat ho pugale gant magerezed divyezhek. A-drugarez d'ar gevredigezh Lusk oa bet digoret, e penn-kentañ miz Kerzu Mammigoù, ur magouri gant teir skoazellerez-vamm a ra war-dro babiged, e brezhoneg hag e galleg. Ar wech kentañ eo e vez digoret ul lec'h evel-se e Breizh.

Selaouit reportaj Joan Bizien. 

8e15 Mammigoù Karaez PAKET

Kenstrivadeg bagadoù eil rummad : aet eo ar maout gant Sant-Nazer

Aet eo ar maout gant ar bagad Sant-Nazer, disul, e Sant-Brieg evit kont kentañ kenstrivadeg ar bagadoù eil rummad.Selaouit "debrief" ar genstrivadeg gant André Le Meut, talabarder ha soner. 

19e Bagadoù Dédé Le Meut