Société

Keleier an 21 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel mardi 21 avril 2015 à 19:40

Soudarded Kurd war talbenn Bro Siria - Poltred tennet gant "Keneilded kurd Breizh"
Soudarded Kurd war talbenn Bro Siria - Poltred tennet gant "Keneilded kurd Breizh" © AKB

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war : fulor ar gomunisted, Bank ar boued Penn-ar-Bed, al labourioù hañv hag ur veaj e Kurdistan.

Fuloret eo ar gomunisted goude komzoù François Hollande

Diskleriet 'neus ar prezidant disul e oa ar Front National e-giz ar Parti Komunist er bloavezhioù ‘70. Pezh n'eus inervet-ruz ar gomunisted. Setu soñj Felix Leyzour, depute komunist en Aodoù an Arvor betek 2002.

8e15 Komunisted SON 2

2014 : bloavezh rekord evit Bank boued Penn-ar-Bed

1900 tonennad a voued zo bet dastumet en departamant. Profet zo bet boued gant embregerezhioù, stalioù an dasparzherezh bras hag ivez produerien lec'hel. Remi Guegan, a-youl-vat evit bank ar boued e Brest.

Bank ar boued 1

Klasket 'vez ul labour hañv gant ho pugale ?

A-benn tri miz e vo an hañv. Hag er mare-mañ e vez klasket gant ur bern studierien ul labour-hañv evit gounit un tamm arc'hant chakod. Animatour en ur c'hamping, servijer en ur preti, kefier en ur gourmarc'had pe buhezour en ur c'hamp vakañsoù... ret eo kemer lañs evit kaout ul labour e miz Gouere ha miz Eost. Reportaj Tudi Crequer

7e15 Labour-hañv PAKET

Emañ Bretoned o paouez distreiñ eus Bro Kurdistan

Izili ar gevredigezh AKB, Keneildedoù Kurdistan Breizh,  a zo aet war talbenn Bro Siria lec'h mañ ar Gurded o stourm a-enep ar Stad Islamour. Ronan al Louarn, a zisplego deomp penaos eo tremenet ar veaj-se.

19e Kurdistan DEN PEDET ok ok