Société

Keleier an 22 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel mercredi 22 avril 2015 à 20:12

Gouel ar skateboard a oa aozet d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel ba Plouzane

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war : Jabil, kendiviz ar vedisined loened, marv Pierre Duclos, gouel ar skate, INIZI.

 Ar re ziwezhañ o labourat ba Ti Jabil ba Brest o deus aon e vefe serret da vat o embregerezh

Ur poellgor embregerezh dreist-ordinal 'vo warc'hoazh vintin. Setu, displegadennoù Tudi Crequer.

Paper Jabil

Ar c'hleñvedoù digaset gant an teureuged eo tem ur c'hendiviz aozet gant ar vedisined loened

Digwener ha disadorn ‘vo an darvoud-mañ war ar Gerveur. Guy Joncour a zispleg deomp e c'hell bezañ dañjerus ar c'hleñvedoù-se.

Medisined Loened 2

Aet eo d'an anaon ar c'hazetenner Pierre Duclos

Krouet 'noa ar gazetenn Le Canard de Nantes à Brest e fin ar bloavezhioù dek ha tri-ugent. Trizek vloaz ha tri-ugent oa.

Marv Pierre Duclos 1

Laouen 'vefec'h d'ober un dro war ur skate pe ur BMX ?

Gouel ar skateboard a oa hiziv ba Plouzane. Kant den yaouank o deus kemeret perzh, en o zouez e oa Kieran, pevarzek vloaz. Displegañ a ra deomp petra a blij dezhañ gant ar sport-se.

19e Skate SON

Gouel ar skateboard a oa aozet d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel ba Plouzane

Ur web-radio a zo bet krouet evit annezidi inizi Breizh

Inizi eo anv ar raktres-se evit krouiñ liammoù etre ar re zo o vezañ war inizi Breizh. Lou Millour a lâr deomp petra eo pal.

Lou Millour INIZI

Inizi - Aucun(e)
Inizi