Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Keleier an 22 a viz mae | Trec'h Cambadélis er PS, Istor Gouel Broadel ar Brezhoneg, 10 vloaz "Solidarité Paysans"

-
Par , France Bleu Breizh Izel

D'an 22 a viz mae hon eus komzet diwar-benn disoc'hoù votadeg ar PS diwar-benn e linenn politikel. Motion Jean-Christophe Cambadélis a zo bet trec'h. Komzet hon eus ivez diwar-benn istor Gouel Broadel ar Brezhoneg gant Tomaz Laquaine Jacq. Ha ur reportaj a zo bet klevet ivez e lid 10 vloaz ar gevredigezh "Kenskoazell ar Beizanted".

Gouel Broadel ar Brezhoneg
Gouel Broadel ar Brezhoneg

Listenn Cambadélis e penn a-raok ar PS

Sur awalc'h, ne cheñcho ket linenn politikel ar PS evit an daou vloaz a zeu. Votet o deus izili ar PS evit ar bolitikerezh a rankfe bezañ heuliet gant ar strollad politikel. Dibabet o deus izili ar PS al listenn A, hini Jean-Christophe Cambadélis, sekretour meur ar parti sosialist. 60% eus izili ar strollad politikel o deus votet evit al listenn-mañ a zo a-du gant politikerezh ar gouarnamant. An eil listenn, an hini B, a oa renet gant Christian Paul eus tu kleiz ar strollad politikel. 30% eus ar votoù e n'eus bet. Dalc'het e vo ar diryaou sizhun a zeu kongrez meur ar PS ha dibabet e vo sekretour nevez ar strollad. Hervez ar resultadoù e n'eus chansoù bras Jean-Christophe Cambadélis bezañ dilennet en dro en e bost. Victor Fourn a zo o chom e Gwitalmeze. Votet e n'eus evit motion Jean-Christophe Cambadélis. Atav z'eus bet bec'h er PS emezañ :

"Choant e m'eus e c'hellfe ar gouarnamant ober ar pezh n'eus komanset"Victor Fourn, ezel ar PS

PS SON

Istor Gouel Broadel ar Brezhoneg

Dek vloaz Aï'ta ! a vezo lidet en dibenn-sizhun-mañ e Tremargad. Lidet e vezo d'ar memes tro Gouel Broadel ar Brezhoneg. Kregiñ a raio al lidoù d'ar sadorn 23 met ar fest bras a vo kentoc'h disul. Abaoe 1974 e vez lidet gouel broadel ar brezhoneg. Un istor hir ha digempouez eo hini Gouel Boadel ar Bezhoneg. Kontet e oa bet an, istor-se gant Tomaz Laquaine Jacq, studier e Roazhon 2, o brientiñ ur memor war Stourm Ar Brezhoneg :

"Gant Aï'ta eo bet kemeret ar vazh-test. Me gav-se brav rak e talvez n'eo ket marv tamm ebet spered ar gouel !"Tomaz Laquaine Jacq

19e GBB WEEUN

Program klok : http://ai-ta.eu/?page_id=4452

 

Solidarité Paysans : 10 vloaz o skoazellañ peizanted ar vro

Dek vloaz-zo e oa bet savet an aozadur "Solidarité Paysans" evit sikour ar beizanted diaesterioù bras ganto, diaesterioù war dachenn an arc'hant peurliesañ. Lidet e oa bet dek vloaz ar gevredigezh d'an 22 a viz mae. Aozet e oa ul lein, a-stroll, e sal ar gouelioù e Sant-Rivoal, gant tud a volontez ar gevredigezh. 40 den a youl vat o deus kenlabouret gant  kevredigezh kenskoazell ar beizanted abaoe he c'houidigezh. Reportaj Jañ Luk Bergot  :

"Seul vuiñ brasoc'h an traoù, seul vuiñ eo startoc'h dont a-benn"Alexandre Bourhis, prezidant kozh Solidarité Paysans

19e00 kenskoazell ar beizanted paket

Choix de la station

À venir dansDanssecondess