Société

Keleier an 23 a viz C'hwevrer | Les informations du jour en langue bretonne

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 23 février 2015 à 20:48

Yulia Borisova 'neus desket brezhoneg e Bro Russia. 24 bloaz eo bremañ.
Yulia Borisova 'neus desket brezhoneg e Bro Russia. 24 bloaz eo bremañ. © Radio France - Tudi Crequer

Hiziv ez eo bet lakaet ar gomz gant France Bleu Breizh Izel war ar grip : daou villion den 'neus tapet ar c'hleñved-se dija. Laouenn e sebl bezañ al saverien moc'h : sikouret e vezint gant Europa evit stokañ ar c'hig. Selaouit ouzh reportaj Joan Bizien e Skrigneg. Ha disoloit ur plac'h dreist-ordinal : Yulia Borisova. Ur rusianez eo ha desket 'neus brezhoneg. Ar spi a zo ganti dont e Breizh !

Grip : ur bern tud klañv, ar medisined beuzet gant al labour

Daou villion den a zo bet klañv gant ar grip ha sur a-walac'h e vo c'hoazh. Abaoe pemp vloaz oa ket bet kement a glañvourien e bro C'hall.Hervez ar vedisined ez eo bet lakaet ar steuñv a-enep ar grip (ar steuñv Orsan - Organisation de la réponse du système de santé en situation sanitaire exceptionnelle) re ziwezhat.

Medisinez e Lannuon eo Evelyne an Osac'h. Hervezi, n'eo ket dre faot ar vinistrez eo bet ersavet buan.

7e15 Grip

"N'eo ket aes labourat gant ur maskl" Evelyne an Osac'h, medisinez

Ha petra a c'hellomp ober neuze evit stourmañ a-enep ar c'hleñved ? Lakaet zo bet ur maskl gant Evelyne an Osac'h. 

8e15 Grip

Ha c'hwi, petra soñjoc'h ?Klañv oc'h bet ? Gortozet ho peus pell evit kejañ gant ur medisin ?Pellgomzit deomp diouzhtu evit kontañ deomp oc'h istor : 02 98 53 53 33.

Kelou mat evit ar broduerien kig moc'h

Embannet oa bet disul gant komiser Europa al labour-douar e vo lakaet e plas ur skoazell evit stokañ ar c'hig moc'h e yenerezoù bras. Kadarnaet e vo ar c'hinnig-mañ dimeurzh e-pad un emvod e Bruxelles.

Muioc'h a zisplegadennoù gant Joan Bizien. Aet eo da gejañ gant André Paul, saver moc'h e Skrigneg. 

7e15 Moc'h Bruxelles

Kejadenn gant Yulia Borisova, ur rusianez yaouank bet desket ganti brezhoneg

Emañ Yulia Borisova o chom e norzh Moscou. Ha kelenn a ra ar brezhoneg da rusianed all. Desket 'neus ar yezh e Bro Russia ha n'eo ket deuet e Breizh morse ! 

Deskit muioc'h war Yulia o selaou an atersadenn-se. 

"Desket em eus brezhoneg a-drugarez da zDenez Prigent" Yulia, rusianez

19e RUSIA ITV