- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Infos
- Société
- Keleier 25 a viz mae | Kreizenn Nukleel Brenniliz, Gouel Kezeg Landivizio, Saloñs Baleadenn Brest
Keleier 25 a viz mae | Kreizenn Nukleel Brenniliz, Gouel Kezeg Landivizio, Saloñs Baleadenn Brest
D'ar 25 a viz mae hon eus komzet diwar-benn kreizenn nukleel Brenniliz. Lakaet e oa bet ar gaoz ivez diwar-benn gouel Kezeg Lanidivizio ha diwar-benn ar saloñs Baleadenn.

Brenniliz : 30 vloaz goude...
Daoust hag-eñv e vo dismantret kreizenn nukleel Brenniliz un dervezh bennak ? Serret e oa bet 30 vloaz-so hag ar c'hoant e oa gant EDF diskouezh e gouizidigezh war dachenn dismantrañ an nukleel. Met hiriv-an-deiz n'eo ket echu ar chanter c'hoazh, ha chom a ra memes kalon nukleel ar greizenn hag ar pep danjerusañ eo. Michel Marzin n'eus labouret e-pad 20 vloaz e kreizenn Brenniliz :
"E 1970 e oa brav evit an dud labouret evit an nukleel. Met goude e m'eus gwelet labourerien kozh o kaout ur c'hañser"Michel Marzin, micherour kozh Brenniliz
D'ar 25 a viz mae e vo gouestlet teuliad kazetenniñ ar radio da greizenn nukleel Brenniliz. Evit reiñ ho soñj telefoniñ deomp 02 98 53 53 33
Baleadenn : randorade + saloñs ar pourmen = arc'hant evit Diwan
D'ar 24 ha 25 a viz mae e oa bet dac'het ar festival Baleadenn. Ur neubeut darvoudoù a oa aozet da geñver ar gouel-mañ. E-pad an daou zervezh e oa bet saloñs ar pourmen war droad er Relek Kerhuon e-kichen Brest. Deuet e oa 350 a dud e sal an Astrolabe d'ar sul ha 100 d'al lun. Laouen oa an aozerien, izili bodad skolach Diwan Kerhor. Reportaj Jañ-Luk Bergot :
"Graet e m'eus tro Breizh-Izel hep komz galleg!"Samuel, ur brezegenn n'oa aozet
D'ar sul 24 e oa bet aozet ar Randorade. Ha berzh n'oa graet ar valeadenn-mañ. Ouzhpenn 6000 den a oa deuet evit sikour daou skol diwan Brest. 7 tro-vale, etre pemp ha tregont kilometr oa kinniget d'an holl. Abaoe daou vloaz warn-ugent e vez aozet an tro-vale-mañ, diwar skouer hini Tro Menez Are. Un darvoud pouezus evit budjed ar skolioù eo eme Myriam Guegan, skolaerez e Diwan Brest :
"Servijout a ra an arc'hant da baeañ an implijidi, paeañ dafar pedagogel, pe c'hoazh cheñch ur mekanik walc'hiñ"Myriam Guegan, skolaerez e Diwan Kerhor
Landivizio : kêrbenn ar c'hezeg
Dalc'het e oa bet gouel meur ar c'hezeg e Landivizio. Diouzh ar mintin e oa 200 a gezekenned war ar reñkevit ar c'honkour bras. Goude lein oa gouel ar c'hezeg gant abadennoù a bep seurt. Jozef Rolañ , eil brezidant ar gouel , ha saver kezek e-unan, e Bodilis :
"Diminuet eo ar gouel met chom a ra c'hoazh ! Plij ar ra al loan d'an dud !"Jozef Rolañ, eil brezidant ar gouel
Yann, a Lambaol Gwimilio, a oa deuet da sikour e vab. Skoaz gwechall ar genstrivadeg zo cheñchet emezañ :
"Ar c'hezekenned ne vezent ket lakaet en enor giz m'emaint bremañ"Yann, kustum da zont er gouel
Ma France : s'adapter au coût de la vie
Vous constatez l'augmentation constante des prix et la diminution de votre pouvoir d'achat ? Vous avez trouvé des astuces, des bons plans, vous avez changé certaines de vos habitudes pour vous adapter à l'inflation ? Réparation, covoiturage, location, échanges de services... France Bleu, en partenariat avec Make.org , vous invite à partager vos idées originales et solutions concrètes du quotidien, et à donner votre avis sur celles d'autres citoyens. Trouvons ensemble les moyens de faire face à la vie chère !