Société

Keleier an 28 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

Par Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel mardi 28 avril 2015 à 19:45

Tour de Bretagne cycliste

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz hiziv war : kren-douar Bro Nepal, deiz-ha-bloaz kentañ vot ar merc'hed ha Tro Bro Breizh war marc'houarn.

Tri devezh kañv broadel 'vo e Bro Nepal

Muioc'h eget pemp mil den a zo marvet e Nepal gant ar c'hren-douar a zo bet disadorn, marteze div wech muioc'h hervez pennoù-bras ar vro. Klevet e vez amañ dindan Agnès Donneau, plac'h Bro Leon, familh he deus o chom e bro Nepal. Ha kemer a ra perzh er gevredigezh Aide Nepal. Evit sikour ar gevredigezh-mañ, tu zo da gas ur postel war : manandhar.bi@voila.fr

Nepal Paket Tudi

Evit ar wech kentañ ba Frañs, d'an 29 a viz Ebrel 1945 o doa ar merc'hed ar gwir da votiñ

Evit dilennadegoù ti-kêr e oa. Hag evit kaozeal eus an dra-se eo bet sevenet daou deul-film gant ar gazetennerez Anne Gouerou. ''1925 – Joséphine Pencalet, une pionnière'' ha ''1945 – Suzanne Ploux, une bâtisseuse''. Filmoù zo welet d'an 29 ha d'an 30 a viz Ebrel war al lec'hienn : http://www.beo-media.net/

19e Den pedet Anne Gouerou

Kenderc'hel a ra Tro Breizh war marc'houarn, ar redadeg e lec'h ez eus kalz Bretoned

Trede eo erruet ba Pondi hiziv Anthony Delaplace eus skipailh Bretagne-Séché Environnement. Kentañ ar Redadeg emañ bremañ. Lorc'h a zo e Daniel Gilles, eil prezidant ar rannvro e karg eus ar sportoù da welet penaos e ya mat an traoù gant rederien skipailh Bretagne Séché Environnement.

19e Marc'h houarn