Société

Keleier an 29 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

Par Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel mercredi 29 avril 2015 à 20:17

François Hollande
François Hollande © Radio France

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz hiziv war : François Hollande ba Brest, kren-douar Bro Nepal hag ar reiñ gwad evit an heñvelrevidi.

Ba Brest e vo François Hollande d’ar Yaou 30 a viz Ebrel evit kaozeal eus al labour hag an deskardelezh

Dont a raio ar prezidant ba Gwipavaz evit digeriñ kampus nevez ar micherioù. Hag a-raok, diouzh ar mintin, ez aio d'al lise Vauban evit kejañ gant an dud a ra war-dro kampus micherioù ar mor. Mont a raio ivez da weladenniñ atalieroù tredan ha minterezh ha da gejañ gant liseidi. Pevar ministr 'vo gant François Hollande : Najat Vallaud-Belkacem, François Rebsamen, Marylise Lebranchu ha Jean-Yves Le Drian.

Tanguy Kermorgant, kelenner war ar galleg hag an istor-geo e lise Vauban e Brest.

19e Lise Vauban

Warc'hoazh vintin 'vo lakaet ar gaoz war France Bleu Breizh Izel war politikerezh François Hollande

Tri bloaz 'zo eo bet dilennet evel prezidant Frañs. 70% eus an dud n'o deus ket fiziañs e politikerezh François Hollande. Met daoust hag-eñ e c'hello François Hollande kaout en-dro fiziañs ar Vretoned ?

Setu soñj depute Penn-ar-Bed PS Jañ-Luk Bleunven.

19e Hollande Bleunven PIF

Hag hini Dominique Cap, maer Plougastell eus an du-dehoù.

19e Hollande CAP

Hervez lez-varn Europa n'eo ket normal e vefe difennet gant Bro C'hall d'ar re heñvelreizhiad da reiñ o gwad

Abaoe 30 vloaz 'zo ne c'hell ket an heñvelgarourien reiñ o gwad. Gallout a raio cheñch ar reolenn-se. Setu atersadenn, Fañch, prezidant ar gevredigezh Divers Genre ba Brest.

19e Gwad LGBT Den Pedet

An ONG Oberennoù a-enep an aon ba Breizh a labour evit an Nepaliz

Pemp mil den a zo marvet gant ar c'hren-douar a zo bet disadorn hag evit milionoù a dud 'vank boued ha dour mat da evañ. Kejet 'neus Tudi Crequer gant Jeanine Plassard, ezel eus ar gevredigezh-mañ.

6/8e15 ACF Bro Nepal PAKET

Jeanine Plassart - Radio France
Jeanine Plassart © Radio France