Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Keleier an 31 a viz Eost | Toute l'actualité de la région et d'ailleurs, e brezhoneg

lundi 31 août 2015 à 20:15 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

La rentrée scolaire, le convoi des agriculteurs vers Paris et la mort du père Simon, de l'abbaye de Landevennec. War an holl sujedoù-se hon eus lakaet ar gomz war France Bleu Breizh Izel.

Les tracteurs resteront sur les routes, alors ils ont tout prévu, du ravitaillement au gazole et au couchage.
Les tracteurs resteront sur les routes, alors ils ont tout prévu, du ravitaillement au gazole et au couchage. © Radio France - Hervé Cressard

 Distro-skol : Reoù c'hwec'hvet Diwan 'neus adkroget gant al labour dija

Daouzek million a skolidi a vo degemeret dimeurzh e skolioù Bro C'hall... Dilun, dija, oa bodet un toullad skolajidi evel reoù c'hwec'hvet e skolaj diwan Jakez-Riou, e Kemper.Pres oa warno adkregiñ gant al labour met ankeniet e oant un tamm memestra. Selaouit reportaj Joan Bizien.

7e15 Distro-skol c'hwec'hvedidi

Distro-skol : 500 bugel neubeutoc'h inskrivet e skolioù Penn-ar-Bed

War-eeun e oa ganeomp, dilun da noz, Dominique Cap, aotrou-maer Plougastel ha prezidant kevredigezh maered Penn-ar-Bed.Kejet 'neus gant rektor an akademiezh diriaou tremenet evit kaozeal deus an distro-skol.Hervezañ ez eus 500 bugel neubeutoc'h inskrivet e skolioù Penn-ar-Bed.

Keleier Breizh 19e

Paisanted : Mil traktour gortozet e Paris diriaou

Deus beg Lok-Maze, e-kichen Brest, e loc'ho dimeurzh, da eizh eur, un neubeud labourerien-douar evit mont betek Paris gant o drakourien.

70 traktour, kinklet gant banielloù Breizh ha traoù a-bep seurt skrivet warno, gant daou zen d'an neubeutañ war bep-hini anezho a gemero hent Pariz goude-se.Ruilhal a vo graet ganto da dregont kilometr an eur hag e erruint e Montroulez, war pont an hent tiz braz, tro dro unnek eur. E Dol, en Ill ha Gwilun, e vezint a-raok an noz.Erruout a raio ar broduerien laezh, moc'h ha legumaj e Paris, dimerc'her da noz, dre an A 13. Da lavaret eo 20 eurvez war an hent ha kalz a direoul dispignet ganto, paeet gant ar sindikajoù. Tamm-ha-tamm e teuio niver a draktourien da greskiñ en ur dremen dre an departamanchoù a-c'hann da Baris. A-benn diriaou e vo gwellet mil traktor e Paris ha kasi-sur e vo stanket ganto ar gerbenn.

Aet eo an tad Mark, deus abati Landeveneg, d'an anaon

91 vloaz oa an tad Mark Simon. E-penn levraoueg vreizhek abati Landeveneg oa bet e-pad tregont vloaz. Ul levraoueg pinvidik kenañ, leun a levrioù diwar-benn ar vro. Ur mailh oa an tad Mark  war istor Breizh ha war istor e abati. Setu perak noa resevet kolier an Erminig e daou vil unan.Anavezout a rae abaoe pell an tad Job an Irien, beleg e Trelevenez.

19e Marv Tad Marc Simon

Abaoe m'eo yaouank 'noa tro Aziliz Bourges da vont da welet anezhañ. Mont a rae gant he zud d'ober enklaskoù e levraoueg abati Landevenneg.

19e Marv Tad Marc Simon

Lidet e vo obidoù an tad Mark, dimeurzh, da deir eur.