Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Keleier 5 a viz mae | Lezenn ar spierezh diabarzh, kenstrivadeg "Lavar ar Vro", ha bale mod "nordik"

-
Par , France Bleu Breizh Izel

D'ar 5 a viz mae hon eus plantet ar gaoz diwar-benn al lezenn diwar-benn ar surentez hag a oa bet votet e-pad an abardevezh gant an deputeed. Komzet hon eus ivez deus ar genstrivadeg aozet gant an deskadurezh katolik anvet "Lavar ar Vro". Ha roet hon eus ar gomz ivez da Goulven Elegoet, displeget e n'eus petra e oa ar bale mod "nordik".

Tor
Tor

Kuzhaat war internet daoust d'al lezenn nevez

Un trec'h eo emañ evit François Hollande. Votet eo bet en abardevezh-mañ al lezenn diwar-benn ar surentez hag ar spierezh diabarzh. Votet eo bet gant pevar c'hant eizh depute ha tregont. C'hwec'h depute ha pevar-ugent o deus votet a-enep.

E Breizh, Paul Molac, kannad UDB (56), hag ar sosialist Philippe Noguès (56), a zo savet a-enep. Thierry Benoit eus UDI (35) ha Jean-Luc Bleunven (29), tost eus ar PS, a zo chomet hep votiñ.Met daoust d'an destenn nevez e vo moien c'hoazh d'en em guzhañ war an internet. Herve Quere a zo ezel eus ar gevredigezh Linux Kemper. Ur gevredigezh a vrud al lojisieloù digoust ha libr. Un doare "navigateur" giz internet explorer pe google chrome a zo evit en em guzhañ anvet Tor :

19e Thor SON

M'o peus c'hoant pellgargañ pe kaout titouroù war Tor : https://www.torproject.org/

Kenstrivadeg "Lavar ar Vro" e Kastellin

Lavar ar vro a zo kenstrivadeg rannvro an deskadurezh katolik. Dalc'het e oa bet e Kastelin, an abadenn-se hag a ro ton da sevenadur Breizh ha d'ar brezhoneg. Prizioù oa ivez da gaout evit ar re gentañ. Setu amañ resultadoù ar genstrivadeg :

6/5vet : Skolach Sant Loiz Kastelin4/3vet : Skolach Santez Vari GilerLiseidi : Lise Spered Santel Landivizio

Selaouit amañ reportaj Jañ-Luk Bergot :

19e00 lavar ar vro kastelin

Bale mod "Nordik"

Bale n'eo ket dale. Ha bale gant bizhier avat a ra berzh muioc'h mui e Breizh. Ur c'hleub a seurt-se a zo bet savet nevez zo e Porsall, harp ouz Gwitalmeze. Ur strollad baleerien hentchet gant sportour touet Goulven Elegoet, paotr ar bale mod "nordique" eta :

19e00 bale gant bizhier

Choix de la station

À venir dansDanssecondess