Société

Keleier an 9 a viz Gwengolo | L'actu du jour, e brezhoneg, c'est ici !

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 8 septembre 2015 à 19:51

Migrants en macédoine (illustration)
Migrants en macédoine (illustration) © Max PPP - Nake Batev

Diwar-benn petra hon eus lakaet ar gomz ? L'accueil des migrants s'organise, comme au Trévoux, près de Quimperlé. La réforme du code du travail : il faut faire attention, nous dit un syndicaliste. Et aussi : suppression de postes à DCNS, les cours de breton pour adultes, et l'extension .bzh !

Intrudu e-pep lec'h evit degemer an dud divroet

Degemeret e vo pevar mil den divroet warn ugent gant bro c'hall a-kerz an daou vloaz o tont. Ar reoù kentañ a vo degaset deus Bro Alamagn adalek dimeurzh noz.

Ur bern intrudu a zo e Bro C'hall a-bez evit degemer anezho, ma vefent musulmaned, katoliked pe yuzevien.

Evel e su Penn-ar-Bed. Pevarzek aotrou-maer, sosialisted holl, o deus roet da c'houzout e vefent prest da resevout tud divroet en o c'humun evel André Fraval, maer Trehou Kerne, e-kichen Kemperle.

André Fraval gant Joan Bizien

Penaos degemer an dud divroet ? Ar goulenn se a vo savet ganeomp d'un toullad tud, da vare diviz ar yaou, diriaou o tont neuze, etre seiz eur dek ha seiz eur hanter.

Kod al labour a vo lakaet da vezañ sklaeroc'h

Embannet oa bet e-penn kentañ an dibenn sizhun gant François Hollande e oa poent lakaat kod al labour da vezañ sklaeroc'h. Setu perak e vo roet warc'hoazh da Vanuel Valls un dezrevell gant Jean-Denis Combrexelle.

"Moarvat e vo ret stourm" Dominig Jolivet - Klec'h, sindikalour

Kinniget e veho gant Jean-Denis Combrexelle, ne vije nemet un neubeud lezennoù talvoudus evit an holl, ha reolennoù disheñvel e-pep rann, e pep gennad labourerezh...

Peadra da lakaat Dominig Jolivet-Klec'h, ezel deus Sindikad labourerien Breizh da vezañ ankeniet.

Dominig Jolivet-Klec'h gant Pauline Kerscaven.

Une évolution possible du Code du Travail ? - Maxppp
Une évolution possible du Code du Travail ? © Maxppp

Mil post-labour a c'hellfe bezañ skarzhet en DCNS a-raok 2018

Ne vo ket skarzhet tud da vat met ne vo ket erlec'hiet un hanter deus an dud a zaio war o leve e-kerz an tri bloaz o tont. Lod-all a c'helfe bezañ rediet mont da labourat e DES, un izembregerezh stag ouzh DCNS ha Veolia.

E Brest hag en Oriant eo chalet bras an implijdi. Pemp kant diouto oa deuet da vanifestiñ ar mintin-mañ e porzh Brest.

Jean-Yves Breton, ezel deus ar CFDT Difenn, a sikour anezho.

Jean-Yves Breton gant Joan Bizien

Ha gouzout a rimp hiroc'h d'ar seitek a viz Gwengolo, pa vo dalc'het poellgor an embregerezh.

Gall' a reomp deskiñ brezhoneg e 140 kumun ! 

Kinniget oa bet ar mintin-mañ c'hwezekvet koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an oadurien gant Ofis publik ar brezhoneg, asambles gant ar gevredigezh Deskiñ d'an oadurien.

War-eeun e oamp gant Fulup Jakez, rener an Ofis, evit kaozeal deus an nevezentioù.

Fulup Jakez gant Pauline Kerscaven

Aucun(e)
- Ofis publik ar brezhoneg

5 000 lec'hienn internet gant an astenn "bzh"

E miz Gwengolo 2014 oa bet lañset an astenn "bzh" evit ar c'hevredigezhioù hag an embregerezhioù hag abaoe miz Kerzu, pep hini ac'hanomp a c'hell prenañ ul lec'hienn gant pik bzh.

Greomp un tamm bilañs neuze gant Christian Demeuré-Vallé, sekretour ar gevredigezh Pik bzh.

Christian Demeuré-Vallée gant Joan Bizien.