Société

Keleier an 9 a viz Meurzh | Découvrez l'actu du jour, e brezhoneg !

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 9 mars 2015 à 20:47

Deiz-ha-bloaz laouenn da fourmaj-kig Henaff !
Deiz-ha-bloaz laouenn da fourmaj-kig Henaff ! © Radio France - Joan Bizien

Komprenit perak oa manifestet gant 7000 den e Pariz hiziv ha perak en em vodo al labourerien-douar e Kemper dimeurzh. Disoloit intrudu Ai'ta evit an dilennadegoù departamant, da geñver ar brezhoneg. Hag hetit un deiz-ha-bloaz laouenn d'ar fourmaj-kig mil anavezet !

7 000 den bodet e Pariz evit klemm a-enep an RSI

Seiz mil den oa bodet dilun, e Pariz, evit klemm a-enep an RSI, ar gwarez sokial evit ar c'henvezourien, an artisaned hag an dud a labour o unan. Hervezo ne za ket en dro ar sistem-se ha re a daxoù a vez paeet ganto.

Yoran Delacourt, deus Fouenn, a labour en un ti-embann. Manifestet 'neus e straedoù Pariz goude lein, gant un hanter-kant bennak a Vonedoù ruz all, deus Su Penn-ar-Bed.

Manif RSI Pariz

Hervez rener an RSI e vo adwellet ar gwarez sokial a-benn neubeud.

7.000 personnes ont manifesté à Paris ce lundi. - Maxppp
7.000 personnes ont manifesté à Paris ce lundi. © Maxppp

 

300 pe 400 labourer-douar gortozet dimeurzh e straedoù Kemper

War a seblant, ne vo ket niverus al labourerien-douar e Kemper dimeurzh : 300 pe 400. Met dont a rint gant o traktourioù. Lakaet zo bet an emgav da 11 eur dirak kambr al labour-douar. Bez e vo produerien laezh, kig moc'h ha legumajerien, holl izili deus an FDSEA pe deus ar JA (Paisanted yaouank).

Soñj ho peus marteze oa bet torret ur bern traoù e Kemper, un neubeud bloavechoù zo, da vare kriz al laezh. Setu perak zo bet dibabet serriñ ar prefeti. Difennet vo ivez parkañ e oto e lec'hioù zo e kreiz-kêr."Sioul e vimp" , neus prometet ar sindikajoù.

Ar pezh a lavar ivez Michel Gallou, produer kig bevin e Taole, e-kichen Montroulez. Mont a raio an den ezel deus FDSEA Penn-ar-Bed da vanifestiñ. 

Manif al labourerien-douar 1

Daoust hag e komprenoc'h stourm al labourerien-douar ? Daoust hag e ra aon deoc'h ar manifestadegoù-se ? Setu ar goulennoù a vo savet ganeomp dimeurzh, etre 6e ha 9e. Gall' a reoc'h embann o soñj war pajenn Facebook ar radio pe pellgomz deomp : 02 98 53 53 33.

Intrudu Ai'ta evit an dilennadegoù departamant

Galvet omp holl da vont da votiñ d'an 22 ha d'an 29 a viz Meurzh evit dibab piv vo e-penn ar c'huzulioù departamant. Met petra zo bet raktreset gant an dud war ar renk evit ar brezhoneg ? Sed ahe ar pezh a glask gouzout Ai'ta.Pep hini a c'hell kas ul lizher da listennoù e kanton. An disoc'hoù a vo dastumet gant ar gevredigezh ha tu vo gwellet anezho war al lec'hienn (klikit amañ evit mont war ar bajenn)

Met da betra servijo da vat ? Selaouit respont Yves-Marie Derbré-Salaun, ezel deus Ai'ta.

19e atersadenn Yves-Marie

Deiz-ha-bloaz laouenn fourmaj-kig Henaff ! 

100 vloaz eo ar bloaz-mañ unan eus produioù brudetañ eus Breizh : ar pastez Henaff. E 2007 oa bet lidet, gant embregerezh Pouldreuzig, 100 vloaz e grouidigezh. E-penn kentañ ne veze fardet nemet legumaj-mir met abaoe 1915 e vez fardet pastez kig-moc'h ha buan 'neus graet berzh ar rekipe-se.

100 vloaz pastez Henaff PAKET

"Affinage" evit ar fourmaj-kig ?! - Radio France
"Affinage" evit ar fourmaj-kig ?! © Radio France - Joan Bizien

 

Keleier Breizh penn-da-benn ! 

Keleier Breizh 19e