Société

Keleier ar 14 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel mardi 14 avril 2015 à 20:19

Manifestadeg Lannuon
Manifestadeg Lannuon © Radio France

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war asant ar ministr da dennañ traezh kreginek a vaez da Lannuon, dismantrañ boued, berzh en em ziblasañ war velo ha beaj ar vag Le Bel Espoir.

Asantet eo bet gant Emmanuel Macron e vefe tennet traezh kreginek a vaez da Lannuon

Aozet ez eus bet un emvod e Bercy. Hervez Pierre Terrien, maer Pleuveur-Bodoù, en afer-mañ, n'eo ket bet gounezet na n'eo ket bet kollet gant den ebet.

19e Traezh Bae Lannuon

Arabat dismantrañ boued setu pal danevell Guillaume Garot, bet ministr an agrobouedel

Goulenn a ra e vefe rediet ar stalioù da reiñ ar produioù n'int ket bet gwerzhet. Chom hep dismantrañ boued, un dra vat eo evel-just evit Remi Guegan, a-youl-vat evit bank ar boued ba Brest.****

19e Bank ar voued

Prest oc'h da vont ha dont war varc'h-houarn ?

Muioc'h-mui a veloioù vez gwerzhet, 7,5% eo bet ar c'hresk e 2014 : dreist-holl evit ar beloioù tredan, ar marc'hoù-houarn treuz bro hag ar beloioù evit ar vugale. Plijet-tre eo Dylan Roudaut d'en em ziblasañ war velo. Studier war ar sport eo ba Chambery hag e miz Gwengolo e loc'ho gant e vignonez evit ober tro ar bed war tandem.

19e Teuliad marc'houarn

Beajomp betek Bro Guyane

Gant Anna Duval Guennoc. Beajet he deus war bag an Tad Jaouen, le Bel Espoir. Kontañ a ra deomp he beaj ha penaos eo tremenet an traoù war-vor.

19e Den pedet

Bel Espoir