Société

Keleier ar 14 a viz Gwengolo | Que s'est-il passé dans le monde aujourd'hui ?

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 14 septembre 2015 à 19:58

Digoret e vo ar Space dimeurzh
Digoret e vo ar Space dimeurzh © Max PPP

Lakaet hon eus ar gomz, d'al lun 14 a viz Gwengolo, war un neubeud sujedoù. L'ouverture du Space, à Rennes ; les annonces de François Hollande pour aider le monde rural ; la guerre au Kurdistan et la reprise des cours à Skol an emsav, à Rennes.

Space e Roazhon : digoret e vo hep ministr al labour-douar

Dimeurzh e vo digoret, evit an navet wech warn-ugent, saloñs etrevroadel ar sevel chatal. Ne vo ministr ebet evit digeriñ ar Space met sañset e teuio Stéphane Le Foll, diriaou, e Roazhon.

Manifestet e vo gant tri sindikad dimeurzh : Konfederation ar baisanted, an Apli hag ar C'hoordination rurale. Petra soñj Yvon Bouthier, produer kig ha laezh e Aodoù an Arvor, hag ezel deus an FDSEA, deus ar vanifestadeg-se ? Selaouit anezhañ.

Yvon Boutier, produer laezh ha kig e Aodoù an Arvor.

27 diviz evit sikour an dud o vevañ war ar maez

E-barzh departamant an Haute-Saône e oa bodet dilun ar prezidant, François Hollande, ar c'hentañ ministr ha daouzek ministr all evit kaozeal deus ar vuhez war ar maez.

Embannet zo bet ganto seiz diviz warn-ugent, a vo kemeret a-benn neubeud, evit ma vefe aesoc'h ha simploc'h bevañ er c'herioù-bihan...

Sikouret e vo mil seiz kant medisin yaouank evit en em staliañ, dreist-holl war ar maez ha stummet e vo seiz kant medisin hollek evit ma c'halfent labourat e-barzh urjañsoù an ospitalioù. Ouzhpenn da se, a-benn daou vil seitek e vo mil "ti ar yec'hed", lec'h ma vez bodet mezeien, arbennigourien, klañvdourien, froterien hag kement zo...

Lakaet eo bet ar gaoz ivez war internet. War a seblant e vo "lakaet an holl departamentoù da gaout ar pep gwellañ war dachenn deus ar rouedad".

"Sklaeroc'h ha reizhoc'h e vo ar skoazelloù roet d'an ensavadurioù publik" François Hollande

Hag a-raok ma vefe savet o mouezh gant an aotrouien-maer, disadorn, zo bet roet dezho arc'hant. "Ur miliard euro a zaio da skoazellañ ar raktresoù lec'h ma vez postet arc'hant gant an ensavadurioù publik."

Roet e vo en-dro, d'an aotrouien-maer, an TVA dispignet war al labourioù graet war ar savadurioù publik. Ha, war a seblant, e vo "sklaeroc'h ha reizhoc'h ar skoazelloù roet d'ar cherioù gant ar stad", ha neubeutoc'h a vec'h gant ar reolennoù a renker doujañ outo.

Kenderc'hel a ra an emgannoù etre Turkia hag an emsaverien kurd

Abaoe 1984 ez eus bet lazhet ouzhpenn 40 000 den e Kurdistan, er brezel etre Gouarnamant Ankara hag ar PKK, Strollad labourerien ar C'hurdistan, a c'houlenn bezañ emrenn. E 2012 e oant kroget da gomz evit dont a-benn d'ober ar peoc'h met abaoe fin miz Gouere o deus adkroget an emgannoù e gevred Turkia, lec'h m'emañ o chom ar gurded.

Manifestet e vez gwall alies gant Keneildedoù kurd Breizh - Aucun(e)
Manifestet e vez gwall alies gant Keneildedoù kurd Breizh - Keneildedoù kurd Breizh

Arouez ar brezel-mañ eo kêr Cizre, a zo bet lakaet dindan keulfe an dibenn-sizhun-mañ, "evit kas kuit terroristed", a lavar an arme. Met hervez ar strollad politikel demokratel HDP ez eus bet lazhet ur bern tud ha n'o doa netra da welout gant terroristed.

Setu pezh a lavar ivez Ronan al Louarn, a zo teñzorer kevredigezh keneiledoù Kurd Breizh.

Ronan al Louarn, deus Keneildedoù kurd Breizh

Adroget ar stummadurioù hag ar c'hentelioù gant Skol an emsav, e Roazhon

Dilun oa devezh kentañ ar stummadur hir war ar brezhoneg evit stajidi Skol an emsav. Diaesameñchoù 'noa bet kreizenn Roazhon ar bloaz paseet met mont a ra gwelloc'h an traoù bremañ ha kinniget e vez kentelioù mod-nevez evel an "Davarn vrezhoneg".

Gwenvael Jequel, rener Skol an emsav.

Gwenvael Jequel, rener Skol an emsav

Logo kozh Skol an emsav - Aucun(e)
Logo kozh Skol an emsav - Skol an emsav