Société

Keleier ar 16 a viz C'hwevrer | Toute l'actualité du jour en langue bretonne

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 16 février 2015 à 21:05

Un avion Rafale
Un avion Rafale © Maxppp

Petra zo tremenet hiziv ? Gwerzet zo bet 24 Rafale da vro Egipt gant bro C'hall ; Emmanuel Macron 'neus kejet ouzh ar re a-du hag a-enep ar raktres tennañ traezh e bae Lannuon ; fuloret eo ar broduerien kig moc'h gant ur priz re izel ; ha poent eo en em enskrivañ evit Gouel Breizh. Lennit ar pennad evit gouzout hiroc'h !

24 karr-nij Rafale gwerzet da vro Egipt

Dilun oa bet sinet ur gevrat gant embregerezh Dassault ; ministr an arme, Jean-Yves Le Drian ha Bro Egipt. Gwerzet zo bet gant Bro C'hall 24 Rafale, ur fourgadenn Fremm ha misiloù d'an arme egiptian. 

Chalet eo Hervé Cadiou, deus Skol-veur Europa ar peoc'h (Université européenne de la paix) gant ar c'heloù-se.

8e15 Cadiou / peoc'h

Raktres tennañ traezh e bae Lannuon : emgav gant Emmanuel Macron

E Bercy oa bet komzet dilun deus ar raktres tennañ traezh kreginek e bae Lannuon. Degemeret oa bet an holl re liammet gant an teuliad gant Emmanuel Macron, ministr an ekonomiez : Kompagnunezh Arvorig ar merdeiñ  hag a zo o souten ar raktres-mañ ken koulz ha tud a-enep, evel pesketourien, dilennidi hag ivez izili ar c'henstroll Pobl an tevennoù. Aozet oa bet gant ar gevredigezh ur manifestadeg d'ar 24 a viz Genver e Lannuon. Etre 4 500 ha 7 000 den oa deuet da lavar nann d'ar raktres.

Dre vras eo bet plijet maered Bro Lannuon evel Pierre Terrien, maer Pleuveur. Ar sañtimant 'neus bezañ bet selaouet gant ar ministr.

7e15 Emgav Macron Lannuon

Ur wezh c'hoazh emañ ar sevel moc'h e stad a enkadenn

Hervez ar broduerien e vez gwerzet re izel ar c'hig hag ouzhpenn da-se e vez kavet re a gig o tont deus broioù estrenn er supermarc'hadoù. Setu perak e vez manifestet ganto d'ar mare-mañ. 

Aet eo Joan Bizien da gejañ ouzh ur produer kig moc'h evit gouzout hiroc'h. 

8e15 Teuliad moc'h PAKET

Gouel Breizh : ret eo en em enskrivañ !

Etre ar 16 hag ar 25 a viz Mae e vo lidet e pep lec'h e Breizh ha pelloc'h c'hoazh Gouel Breizh. Ur bern darvoudoù 'vo aozet, ha lod 'vo sikouret gant Rannvro Breiz h. Ma vez aozet ganeoc'h darvoudoù liammet gant Breizh, e c'helloc'h kas un teuliad betek ar c'hwezek a viz Meurzh. Canal ti zef neus graet dija .

Hervez Stéphane Ac'h, deus ar gevredigezh staliet e Brest, eo a-bouez kaout sikourioù gant ar rannvro.

19e Gouel Breizh