Société

Keleier ar 16 a viz Gwengolo - Les infos en breton

Par Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel mercredi 16 septembre 2015 à 20:58

Ar strollad "Stop Tafta" oa e Kemper ar Merc'her 16 a viz Gwengolo
Ar strollad "Stop Tafta" oa e Kemper ar Merc'her 16 a viz Gwengolo - Radio France

Hiriv er keleier e brezhoneg eo bet lakaet ar gaoz war : asant ar gouarnamant evit tennañ traezh e Bae Lannuon, manifestadeg ar strollad Stop Tafta e Kemper, berzh ar bagadoù ha 10 vloaz jardinoù rannet Kerangoff ha Keredern e Brest.

Ar raktres tennañ traezh kreginek e Bae Lannuon a c'hello kregiñ. Er gazetenn ofisiel eo bet embannet an dekred hiziv. Ar gouarnamant a ro neuze e asant evit ma vefe tennet traezh eus un tevenn a zo dindan ar mor gant Kompagnunezh Arvorig ar Merdeiñ. Ur raktres a sav kalz a dud a eneptañ. Peskaeterien, dilennidi pe izili ar c'henstroll "Pobl an Tevennoù".

Displegadennoù Nolwenn Quioc

Bodet e oa ar mintin-mañ e Kemper izili ar strollad Stop Tafta a-enep marc'had bras treuzatlantel.

Lakaet o deus an dud da skignañ ur skrid-goulenn a-enep ar raktres-se a lako ur bern traoù da cheñch e-keñver ar yec'hed, ar boued pe al labour. Marc Perrot, 'neus sinet an destenn-se.

Atersadenn Marc Perrot

Bombard, biniou pe tamboulin... muioc'h mui a dud a son er Bagadoù...

Aymeric Bevan, soner binioù e Bagad Gwened

Berzh a ra ar bagadoù dreist-holl kostez Gwened e lec'h ez eus tregont tregant muioc'h a dud enskrivet er Bagad. Sur mat eo a-drugarez d'an abadenn tele La France a un incoyable talent evel e lavar deomp Aymeric Bevan, soner biniou er Bagad.

Lidet 'vo un deiz-ha-bloaz, hini jardinoù rannet Kerangoff ha Keredern e Brest

10 vloaz 'zo eo bet krouet al liorzhoù-se hag evit lidañ an deiz-ha-bloaz-se e vo aozet ur gouel bras disadorn. Reportaj Nolwenn Quioc gant Mimi Bourdin.

Ur jardrin rannet e Brest - Aucun(e)
Ur jardrin rannet e Brest - Radio France

Reportaj e Jardrin Keredern e Brest