Société

Keleier ar 16 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel lundi 16 mars 2015 à 18:30

Naig Rozmor ha Chantal Gombert
Naig Rozmor ha Chantal Gombert © Chantal Gombert

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Aet eo d'an anon disul ar varzhez Naïg Rozmor. Bob Simon ha Mari Kermareg a zougen bri dezhi. Ur vanifestadeg a vo warc’hoazh e Roazhon gant al labourerien douar bio ha lakaet e vez ar gaoz ivez war an dilennadegoù departamant ha skoazell ar skolajoù.

Naïg Rozmor, barzhez Rosko zo aet d'an anaon disul

Anne Corre (anv he gwaz) pe Anne Le Bihan (anv he zad), lesanvet Naïg Rozmor a oa 92 vloaz. Un tregont bennak a levrioù he doa savet ar skrivagnerez vrezhonek : barzhonegoù, kontadennoù, danevelloù ha pezhioù c'hoari. Gwall anavezet e oa ivez evel plac'h ar c'hoariva hag an tele.

Bob Simon, paotr ar c'hoariva a anaveze mat-kenañ Naïg Rozmor.

7e15 Naik Rozmor

Mari Kermareg, renerez Brud Nevez oc'h enoriñ Naïg Rozmor.

19e Naig Rosmor - Marie Kermarrec 2

Manifestet e vo warc’hoazh gant al labourerien-douar bio

Klemm a reont goude m'eo bet embannet gant ar gouarnamant lemel kuit 25% eus ar sikourioù arc'hant evit dalc'her atañchoù biologel.

Kejet en deus Jañ-Luk Bergot gant Mark Pogam, legumajer bio e Lanhouarne. Lavarout a ra deomp perak ez aio da vanifestiñ dirak prefeti ar rannvro e Roazhon warc’hoazh.

7e15 Manif bio Roazhon

Dilennadegoù departamant : ar skolajoù

A-benn disul e vo votet evit ar c'huzulioù departamant a gemero plas ar c'huzulioù-meur a-vremañ. Un eil tro a c'hellfe bezañ d'an 29 a viz Meurzh. War dachenn an deskadurezh emañ ar skolajoù meret gant an departamantoù.

Muioc’h a ditouroù gant Jañ-Luk Bergot.

7e15 kzul departmant skolachoù

Kevratet eo ar skolajoù Diwan gant ar Stad, gant memes doare kontradoù ha re an deskadurezh katolik.

Rener skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper eo Patrig an Habask. Displegañ a ra penaos e vez sikouret e skolaj gant departamant Penn-ar-Bed.

6e15 Skolaj Diwan Kemper

Partager sur :