Société

Keleier ar 17 a viz C'hwevrer | L'info du jour en langue bretonne

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 17 février 2015 à 20:30

Bara an Ened a vez fardet da vare Meurlarjez.

Hiziv e vez lakaet ar gomz ganeomp war implij ar skrid-lezenn 49.3 evit lezenn Macron ha deus dilennadegoù ar c'huzul departamant. Disoloit servij degemer nevez lezioù-barn Brest ha Montroulez. Ha tañvit bara an Ened !

Implij ar skrid-lezenn 49.3 evit lezenn Macron

Ar skrid-lezenn 49.3 deus ar vonreizh a zo bet implijet dimeurzh gant ar gouarnamant.N'hallo ket an deputed votiñ evit ar raktres-lezenn Macron, nemet ma dremen ar mennad disfiz ha ma vez skarzet ar gouarnamant. Sur a-walac'h e vo kinniget ar mennad-se gant an UMP dimerc'her.

E kambr an deputeed oa hiziv Jean-Luc Bleunven,  kannad PS Brest ar maezhioù.

6e15 49.3 / Bleunven SON

Da betra servij ar C'huzul-meur ?

Dimerc'her, a-hed ar mintinvez e vezo lakaet ar gomz war France Bleu Breizh Izel war dilennadegoù ar c'huzul departamant...D'an 22 ha d'an29  a viz Meurzh omp galvet da vont da votiñ evit dilennidi ar c'huzul meur.Lavaret oa bet gant ar gouarnamant ne vefe ket ken deus ar c'huzul-meur. 'Benn ar fin, e vo cheñchet un tammig : vo ket lavaret conseil général ken met conseil départemental.

Met da betra servij ar c'huzul-se ? Selaouit respont François Mark, kuzulier departamant (PS) ha senedour.

6e15 KD / François Mark

Ur servij degemer nevez e lezioù-barn Brest ha Montroulez

Abaoe penn kentañ ar miz, neus nemet ur servij degemer e lezioù-barn Brest ha Montroulez. Ar Sauj eo e anv : Service d'accueil unique du justiciable. Ma glaskoc'h titouroù e lez-varn ensav pe e lez-varn an aferioù micher, e vo respontet deoc'h ha ne voc'h ket rediet da vont betek al lez-varn ensav meur.

Muioc'h a zisplegadennoù gant Joan Bizien.  

8e15 Lez-varn PAKET

Tañvit bara an Ened ! 

Abaoe bloavechoù ha bloavechoù, da vare an Ened, e vez fardet ur c'houign ispisial e su Penn-ar-Bed : bara an Ened. Kenderc'hel a ra un neubeud baraerien da boazañ ar c'houign-se. Evel e Kemper, e ti ar vreudeur Gueguen .

Selaouit reportaj Pauline Kerscaven hag Anne Treguer. 

7e15 Kouign PAKET