Société

Keleier ar 27 a viz Ebrel | Les informations du jour en langue bretonne

Par Joan Bizien, France Bleu lundi 27 avril 2015 à 19:40

Clone of Une maison effondrée à Bhaktapur, après le tremblement de terre de 7,9 qui a touché le Népal le 25 avril.
Clone of Une maison effondrée à Bhaktapur, après le tremblement de terre de 7,9 qui a touché le Népal le 25 avril. © Maxppp

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war : kren-douar Bro Nepal, Marine Harvest, ospital Douarnenez hag ar gevredigezh Breizh Vev.

Miliadoù a dud a zo marvet e Nepal hag er broioù e-kichen gant ar c'hren-douar a zo bet disadorn

Youn Leroy a zo aet alies e Bro Nepal da zizoloiñ ar vro met ivez da sevel darempredoù gant an dud du-hont. Evit poent n'eus keloù ebet deus e vignoned a zo o chom e Nepal.

Bro Nepal SON 1

Ba Breizh, un neubeut kevredigezhioù o deus c'hoant da vont da sikour an dud e Nepal. Da skouer ar gevredigezh, eus Montroulez, Terre d'Espoir, zo vont da labourat evit sikour an nepaled. Ezel eus ar gevredigezh Terre d'Espoir eo Jean-Luc Guinamant.

Bro Nepal SON 3

Kant dek den oa o labourat e labouradeg eoged Marine Harvest ba Poullaouen a zo aet dirak lez-varn an aferioù micher ar mintin-mañ ba Brest

N'emaint ket a-du gant an doare m'int bet skarzhet eus ar stal. Goulenn a reont kaout un digoll evit bezañ skarzhet gant abegoù toull. Lâr a ra Tudi Crequer hiroc'h deomp.

Marine Harvest Tudi Crequer

Kenderc'hel a ra ar stourm evit digeriñ en-dro servij ar surjianerezh war an deiz e Ospital Douarnenez

Muioc'h eget kant kevredigezh a zo bodet evit kemer perzh er stourm-se. Gwenole Larvol, e-penn Emglev Bro Douarnenez.

Gwenole Larvol Douarnenez

Tro kant ezel eus ar gevredigezh Breizh Vev oa bodet e-pad an dibenn-sun-mañ ba Brest

Emgavioù an Nevez-Amzer oa evit prederiañ war dazont ar gevredigezh ha gouzout penaos tizhout muioc'h a dud c'hoazh o kavout doujañs evit an natur. Penaos 'ra Breizh Vev evit lakaat ar muiañ a dud da gaout doujañs evit an natur ? Setu respont Nolwenn, ezel eus Breizh Vev abaoe pell.

8e15 Breizh Vev