Société

Keleier ar 5 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel jeudi 5 mars 2015 à 18:05

Manifestadeg tud ampechet ba Kemper
Manifestadeg tud ampechet ba Kemper © Radio France

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Hiziv e vez lakaet ar gomz war : manifestadeg tud ampechet ba Kemper, un abadenn vrezhoneg e Dirinon hag ar match etre Konk-Kerne ha Gwengamp.

600 den ampechet hag o familhoù oa deuet da vanifestiñ e kreiz kêr Kemper

Goulenn a reont groñs e vefe digoret plasoù e oaledoù Penn-ar-Bed evit degemer tud ampechet. Hervez izili kengor kevredigezhioù an dud nammet, a vod seizh kevredigezh ha tregont, 420 den a zo o c'hortoz kaout ur plas en departamant. Kaset zo bet ul lizher hag ur skrid-goulenn gant 13 000 sinadur da brezidant Kuzul departamant Penn-ar-Bed Pierre Maille. E-touez ar vanifesterien oa Yann, unan eus kerent ur bugel ampechet.

18e15 Manif Tud ampechet

Un abadenn vrezhoneg e magouri Dirinon

Kaset oa bet endro gant ti ar vro Bro Landerne Daoulas hag ar gevredigezh Divskouarn, a labour evit e vefe plantet brezhoneg araok ar skoliatañ. Un deg bennak a voused vihan o doa kemeret perzh, gant pemp diwallerez. Ne 'z eus magouri divyezhek ebet er c'hornad, pa 'z eus kantadjoù a skolidi en hentennoù divyezhek. Poent eo cheñch penn d'ar vazh, eme Klervi Lintant, kenurzhierezh Ti ar Vro Landerne Daoulaz.

18e15 magouri dirinon Klervi

Konk-Kerne-Gwengamp war-eeun

Setu ar c'hrogad 'vo tu deoc'h da selaou fenoz adalek 9e noz war-eeun war France Bleu Breizh Izel. Just a-raok, da 7e, e vo ar match etre Brest hag Auxerre. Kardgourfenn Kip Frañs melldroad e vo.

Partager sur :