Société

Keleier ar 6 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne

France Bleu Breizh Izel vendredi 6 mars 2015 à 19:56

Collecte des Restaurants du Coeur

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Hiziv e vez lakaet ar gomz war : Dastum broadel Ostaleri ar galon, un amandamant nevez evit ar skolioù divyezhek, muioc’h a vrezhoneg war ribloù kanol Naoned-Brest hag ar gevredigezh Skol an Emsav.

Dastum broadel Ostaleri ar galon zo an dibenn-sizhun-mañ

Seizh mil ha tri-ugent den a-youl vat a zo er gevredigezh krouet gant Coluche 30 vloaz 'zo. "Roit ar pezh a c'helloc'h ma n'eo nemet ur vouest-mir pe ur pakad toazennoù e vo mat dija" a embann tud ar gevredigezh. Selaou a raimp Aimé hag a zo a-youl vat e Restaurant ar galon e Gwengamp.

19e Ostaleri ar galon

Traoù nevez zo evit ar skolioù divyezhek

Degemeret oa bet un amandamant. Bremañ ne c'hello ket ken ur c'huzul ti-kêr nac'hañ sikour evit skoliata bugale ar gumun-se er skol bublik divyezhek tostañ. Ur c'henlabour efedus gant ar gouarnamant, a soñj Pol Molak, depute ar Morbihan.

19e00 amandamant molac

 Brezhoneg a vo lennet kostez kanol Naoned-Brest

Sinet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar Smatah, an aozadur a ra war dro ar ganol e departamant Penn ar Bed. Ur panellerezh divyezhek vo lakaet e plas kostez kêr Garaez. Laouen eo Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg gant ar c'heloù-mañ.

19e00 smatah ya d'ar bzh lena

Ur fest-noz evit sikour Skol an Emsav

'Ba Roazhon emañ staliet ar greizenn stummañ-se. D’ar Sadorn 7 a viz Meurzh e vo aozet ur fest-noz gant ar stajidi evit souten ar gevredigezh. Selaouit atersadenn rener Skol an Emsav, Gwenvael Jéquel.

Atersadenn Gwenvael Jéquel