Société

Keleier ar 7 a viz Gwengolo | L'actu du jour, e brezhoneg !

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 7 septembre 2015 à 20:18

Gall' a rafe an Ocean Jasper bezañ gwerzet a-benn neubeud.
Gall' a rafe an Ocean Jasper bezañ gwerzet a-benn neubeud. © Max PPP

Deus petra hon eus komzet d'ar seiz a viz Gwengolo ? La manifestation des agriculteurs à Paris ; les annonces de François Hollande ; l’accueil des réfugiés ; le bateau "Ocean Jasper" ; les sept nouvelles votations organisées par Dibab.

500 million euro a vo roet d'ar baisanted gant Komision Europa

Pemp kant million euro a vo roet d'ar baisanted gant Komision europa, ar re a brodu kig pe laezh. Divizet oa bet goude lein gant ministred al labour-douar, bodet e Bruxelles.

7 000 produer laezh deus Europa a oa deuet da vanifestiñ, degemeret gant ar jañdarmed ha bombelloù lacrimo, ur c'hant bennak a vreizhad en o zouez.

Manifestation des agriculteurs européens à Bruxelles dans le quartier européen. - Aucun(e)
Manifestation des agriculteurs européens à Bruxelles dans le quartier européen.

Klemm a reont diwar-bouez priz izel al laezh. Paeet e vez d'ar broduerien nebeutoc'h eget pezh a goust dezho. Goulenn a reont ivez e vefe lakaet e pleustr reolennoù produiñ heñvel en holl broioù Europa.

Marie-Dominique Le Guillou a zo eus Bro Kemperle. Deuet 'oa e Brusel evit souten al labourerien douar, ha dipitet eo gant ar pezh a ginnig Komision Europa.

Marie-Dominique Le Guillou gant Nolwenn Quioc.

Tailhoù, kod al labour, an dud divroet, taos ar skinvell : petra zo bet embannet gant François Hollande ?

Emvod-kelaouiñ oa dalc'het dilun gant François Hollande. Lakaet neus ar prezidant ar gaoz war ur bern danveioù.

An tailhoù a zlefe bezañ digresket. Paeet vo neubeutoc'h a dalhioù ar bloaz a zeu gant eizh million a anezidi. Komzet e vez aze eus ar pezh a vez paeet gant an dud diwar ar pezh a c'hounezont. Da heul e vo daou villiard a euroioù neubeutoc'h oc'h erruout e kef ar stad.

François Hollande, le 7 septembre 2015. - Aucun(e)
François Hollande, le 7 septembre 2015.

Ul lezenn war kod al labour a vo kinniget gant ar gouarnamant "evit ma vefe sklaeroc'h ar c'hod, en deus lavaret François Hollande "hag evit ma vefe ivez aesoc'h evit an embregerezhioù". Dimerc'her e vo kinniget un dezrevell da Vanuel Valls ha goude-se e vo votet ul lezenn gant an deputeed.

Degemeret e vo pevar 24 000 den divroet gant Bro C'hall a-kerz an daou vloaz o tont. Hervez ar prezidant, ez eus 60 000 repuad er vro hiziv an deiz. "Prest eo ar vro da zegemer an dud divroet a zo er mare-mañ e Bro Alamagn pe e bro Hongrie."

Aozet e vo un diviz an devezhioù o tont er parlamant evit kaozeal deus ar repuidi.

Gant ar gatoliked e vez sikouret ivez ar repuidi. E Breizh da skouer e vez degemeret dija familhoù.

Peter Breton a zo person e parez Karaez.

Peter Breton gant Tudi Crequer.

Mod-all ne vo ket kaset soudarded e bro Syria met kaset vo kirri-nij memestra. Gall' a rafent teurel misiloù e lec'h m'emañ Daesh.

Hag evit ar pezh a sell deus ar brezel e Bro Ukraine, ez eus bet kinniget gant François Hollande emgavioù gant ar re e-penn bro Russia, Alamagn hag Ukraine, a-raok emvod-meur ar Broioù Unanet. Ha ma dremen mat an traou e c'halfe ar c'hastizoù a-enep Russia bezañ nulet..

Mod all n'eo ket gwall domm ar prezidant e vefe lakaet taos ar skinvell ivez wae an urzhiaterien pe ar pellgomzioù.

Hag-eñ e vo gwerzhet an Ocean Jasper ?

Eizh vloaz zo e oa bet kaset d'ar strad ar vag pesketa Sokalique gant al lestr. Beuzet e oa bet ar c'habiten ar Sokalik, Bernard Jobard, chomet war e vag evit gervel sikour.

Abaoe eo chomet stanket al lestr-karg e porzh-brezel Brest. Ha c'hoant neus surentez sokial ar vartoloded gwerzañ anezhañ. Warc'hoazh e vo divizet gant al lez-varn ma zeus tu en ober.

Met n'emañ ket a-du Yvette Jobard, intañvez kabiten ar Sokalique...

Yvette Jobard gant Nolwenn Quioc.

Un distro-skol un tammig ispisial e Diwan Paris

Tost eo bet skol Diwan Paris serriñ da vat met a-benn ar fin zo bet digoret gant ur c'hlas dek bugel bihan hepken.

Regine Guillamot zo renerez nevez ar skol, erruet ekspres-kaer eus Kemperle.Kontañ a ra deomp penaos eo tremenet he sizhunvezh kentañ.

Regine Guillamot gant Nolwenn Quioc.

Hag ar skol a zo c'hoazh o klask bugale all evit ar bloaz-mañ. War www.diwanparis.org ho po muioc'h a zisplegadennoù ma z'oc'h dedennet.

Seiz votadeg foran nevez aozet gant Dibab

Aozet e vo seiz votadeg foran nevez gant Dibab e miz Here evit gouzout ma z'emañ a-du an dud gant adunvannidigezh Breizh.

E Loc-Melar, e-kichen Landivicho ; Malastred ha Chapel Karozh, er Morbihan ; Plougonver, e Aochoù an Arvor ; Sant-Hervlan, Trefieg ha Soulvac'h e Liger Atalantel.

Muioc'h a zisplegadennoù gant Gael Briand, stourmer en UDB hag ezel deus Dibab.

Regine Guillamot gant Pauline Kerscaven.