Keleier Breizh | 10 000 levr eil-dorn da brenañ e mediaoueg ar Gabusined e Brest
Dans les infos en breton on se balade dans les rayons de la grande vente de livres d'occasions des médiathèques de Brest, aux Capucins. On fait aussi le point sur les besoins des Restos du Cœur de Quimper qui étendent leurs horaires d'ouverture face à l'augmentation du nombre de bénéficiaires.
Adalek ar sizhun-mañ e vo digoret Restoioù ar Galon Kemper d'ar Yaou ha d'al Lun ivez. Pevar devezh ar sizhun, pa ne oant digor nemet daou zevezh betek-hen, evit degemer an dud.
Kaout muioc'h a dud a-youl vat evit digeriñ aliesoc'h ar "Restos du Cœur"
Abalamour d'ar Govid-19 ha d'ar jestroù harz eo deuet da vezañ dibosubl ingaliñ an 3000 pred a vez roet bep sizhun e korf 2 zevezh. Setu pezh a zispleg Bernard Moguerou, a-youl vat evit ar gevredigezh "Restos du Coeur". Hag ezhomm a zo eus muioc'h a dud a-youl vat c'hoazh : tud yac'h ha n'int ket ankeniet gant ar Govid-19/
Ur werzh vras ispisial e mediaoueg ar Gabusined
E Brest eo kroget hiziv gwerzh vras mediaouegoù ar gumun. Evel bep bloaz e vo 10 000 levr ha pladenn sonerezh eil-dorn da werzhañ marc'hat-mat : 1 pe 2 euro. Evit kaout plas el levraouegoù, ha peogwir e vez a-wechoù 5 skouerenn eus ar memes levr, e vez kinniget d'ar re a fell dezho dont da brenañ anezho, betek disadorn. Dont a ra kantadoù a dud bep bloaz, met ar bloaz-mañ eo bet dav aozañ an traoù en un doare disheñvel. Kontet he deus Pascale Moisan pep tra deomp.
Keleier Breizh
Gwerzh vras levraouegoù Brest a zo etre 12e30 ha 6e30 noz, bemdez e Mediaoueg ar Gabusined. Ha betek 6e disadorn.