Société

Poltred | Lea, pomperez a youl-vat, a zo plijet gant he micher

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 22 septembre 2015 à 20:17

200 000 paotr an tan a zo e Bro C'hall.
200 000 paotr an tan a zo e Bro C'hall. © Max PPP

Kendalc'h Paotred an tan Bro C'hall a grog dimerc'her e Valence. Bodet e vo 3000 anezho evit komz, etre traoù all, eus penaos ober evit sachañ an dud war ar vicher. Evit ar wech kentañ abaoe pell eo aet war gresk an niver a dud a zo deuet da vezañ pomper a youl-vat. En o zouez : Lea Toullgoat.

En holl ez eus 193 742 baotr ha plac'h an tan e Frañs, ha 79% anezho a zo a youl vat. Pouezus eo neuze degemer tud nevez, ha dreist holl tud yaouank.

Adalek 17 vloaz e c'hell un den kemer perzh en ur c'hazarn. Setu pezh he deus graet Lea Toullgoat, a zo o chom e Banaleg. A-vihanik he doa bet c'hoant bezañ pomperez, ha pa'z eo bet posupl dezhi, n'eo ket chomet etre daou. "Ne oa ket evit an tan. C'hoant em boa just sikour an dud, mont da welout anezho ha selaou anezho".

"E-pad ar vakañsoù, ret eo din dibab : pe ober ar fest, pe mont e stummadur gant ar bomperien" Lea

Ha memes ma oa mennet, n'eo ket bet aes atav, rak ret eo d'ur pomper a youl vat reiñ kalz a amzer d'ar c'hazarn. Lea zo ret dezhi chom kostez Bannaleg ur sizhun bep miz, kenkaz ma vije galvet.

M'he deus c'hoant mont e vakañsoù e rank aozañ an traoù gant ur pomper all, ha pa oa yaouank eo bet un tammig diaes dezhi, a wechoù. "E-pad ar vakañsoù e oa ret din dibab : pe mont e vakañsoù hag ober ar fest gant mignoned, pe mont e stummadur gant ar bomperien. Boñ... Met plijus e oa, ha graet em eus ar choaz da vezañ pomperez."

Pemp munut evit mont d'ar c'hazarn

A-wechoù e vez galvet e-pad an noz, p'emañ o kousket, ha neuze he deus 5 munut evit bezañ er c'hazarn, ha div vunut all evit cheñch dilhad a-raok mont kuit gant ar c'hamion.

Bezañ dihunet e-pad an noz n'eo ket an dra blijusañ, nag eviti, nag evit he mignon, "met eñ a ouie, a-raok ma vefemp asambles, e oa ur blijadur evidon bezañ pomperez, hag e kemere kalz a amzer. Neuze ma n'eo ket laouen ez aio kuit, ha setu toud", eme ar plac'h yaouank.

Met war ar seblant n'en deus ket c'hoant mont kuit. Eñ ivez en doa bet ar c'hoant, pa oa yaouank, da vezañ pomper, met an diouer a amzer en deus pellaet anezhañ eus e huñvre. Spi he deus c'hoazh Lea e zibabo-eñ ivez bezañ paotr an tan a-youl-vat, rak posupl eo kregiñ da forzh peseurt oad.

Selaouit reportaj Nolwenn Quioc

Reportaj gant Lea Toullgoat.