Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Trouz a zo e karterioù Brest, poent eo saveteiñ ar brezhoneg ha deskiñ hor yezh hep bezañ 'barzh ar sal klas, setu temoù ar c'heleier emberr.

5000 brezhoneger nevez a vefe ezhomm bep bloaz evit saveteiñ ar yezh
5000 brezhoneger nevez a vefe ezhomm bep bloaz evit saveteiñ ar yezh © Radio France - Lagain Aurelie

4 a dud dindan ensell e Brest

Daou baotr a zo bet gloazet en o zivesker dec'h da noz e Brest e karter Kerourien. Hervez ar prokulor eo 'blam da cheu etre div vandennad enep, unan deus Kerourien, eben deus Pontanezen. Muioc'h a ditouroù gant Jean-Luc Bergot.

Saveteiñ ar brezhoneg

E miz Kerzu tremenet en oa Kuzul Rannvro Breizh embannet e vefe graet un toullad traoù evit ar brezhoneg ar bloaz-mañ. Met n'eo ket kresket budjed 2019 ha gant se en eus aon ar stroll "rouedad ar brezhoneg" ez afe hor yezh da get. Goulenn groñs a ra ur steuñv mallus d'ar C'huzul Rannvro evit diorren yezhoù Breizh. Ar pal eo kaout ur gevredigezh divyezhek ac'hann da fin ar c'hantved.  Divi Kerneiz, ezel deus "rouedad ar brezhoneg" a zo ganeomp emberr.

Deskiñ brezhoneg hep bezañ 'barzh ar sal klas

Deskiñ brezhoneg d'an dud deuet a zo un doare da gas ar brezhoneg war-raok. "Ambroug", sell aze an nevezenti lusket gant Roudour er c'houlzad da zont. Ur sistem deskiñ o veskañ 2 sistem. Gant ur stummer, 'barzh ur sal klas pe dre bellgelennerezh. Lakaet vo e pleustr kerkent hag e miz Here. Evit an deraouidi da gentañ, e Brest, An Oriant, Kemper, ha Karaez. Pep tra vo graet avat evit broudañ an deskidi da vont e darempred gant brezhonegerien a vihannik. Ha sevel liammoù start gant ar stummer hag ar stajidi all, a zispleg Gwenan Stervinou, stummerez e Roudour.

Keleier noz ar merc'her 28 a viz Eost

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu