Société

Lezenn war ar yezhoù rannvroel | Ul lizher sinet gant 60 kevredigezh kaset d’an deputeed

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 25 janvier 2016 à 19:30

Gant Paul Molac oa bet kinniget al lezenn diwar-benn ar yezhoù rannvroel.
Gant Paul Molac oa bet kinniget al lezenn diwar-benn ar yezhoù rannvroel. © Maxppp

"Komzoù a-walac'h hon eus klevet. Oberoù a c'hortozomp diganeoc'h." Setu penaos e krog ul lizher kaset d'an holl deputed eus Breizh. Sinet eo bet gant tri-ugent kevredigezh, dre atiz Diwan ha Stumdi, evit goulenn e vefe votet al lezenn war ar yezhoù rannvroel.

N’eus ket pell zo a bet nac’het gant an deputeed ar c’hinnig lezenn war ar yezhoù rannvroel, douget gant Paul Molac, kannad ar Morbihan. Setu perak ‘neus bet c’hoant Diwan ha Stumdi bodañ ar c’hevredigezhoù evit sevel ur galv.

Gant tri-ugent framm sokio-sevenadurel zo bet skrivet ul lizher, kaset d’an deputeed eus Breizh, d’ar meurzh 25 a viz Genver.

Lennit al lizher kaset d’an deputeed

Itronezed, Aotrounez parlamantourien Vreizh,

E c’houzout a rit ervat : e penn kentañ ar c’hentañ kantved warn-ugent-mañ e c’hoari hec’h amzer da zont chadenn vresk ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel. War an dachenn e tougomp ni, engouestlet e kevredigezhioù, ar youl treuzkas hor yezhoù abaoe degadoù a vloavezhioù.

Kement-mañ a ouezit ivez : daoust ma oa bet kemmet ar Vonreizh e 2008, ar framm lezennel gall n’eo ket bet gouest james da dalañ ouzh dalc’hoù treuzkas ar yezhoù rannvroel. Abalamour da gement-se e oa bet graet gant lod ac’hanoc’h meur a ginnig lezenn-framm war ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel e 2010. Abalamour da gement-se e oac’h bet niverusoc’h c’hoazh o votiñ, e miz Genver 2014, evit ar raktres lezenn vonreizhel evit kadarnaat ar Garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver. Abalamour da gement-se ez eus bet douget ur raktres lezenn berr war ar yezhoù gant unan ac’hanoc’h, da vezañ studiet er Vodadenn Vroadel, e miz Genver 2016.

"Komzoù a-walac'h hon eus klevet. Oberoù a c'hortozomp diganeoc'h"

Hini ebet eus ar c’hinnigoù-se n’eo aet betek penn. Gouzout a ouzomp ez eo d’ar Vretoned sammañ ar garg da reiñ o yezhoù hag o sevenadur d’ar rummadoù nevez. Hol lod a reomp. Deoc’h, dilennidi Breizh, d’ober ho hini ivez. 17 miz e pad ho resped c’hoazh. Goulenn a reomp diganeoc’h mont dreist soñjoù disheñvel ho strolladoù politikel. Amzer a-walc’h zo evit ma vo studiet ha votet ur wir lezenn-framm gant izili ar Parlamant, diouzh spered testennoù miz Kerzu 2010.

Komzoù a-walc’h hon eus klevet. Oberoù a c’hortozomp diganeoc’h.

Gant piv zo bet sinet al lizher

Diwan, Stumdi, Kevre Breizh, Div Yezh, Dihun, Sonerion, Kendalc’h, War ’Leur, Bodadeg ar gouren - Fédération de gouren, Confédération FALSAB, UBAPAR, Gouelioù Breizh, An Oaled, Skol Uhel ar Vro, Association des Enseignants de Gallo, Poellgor an Tarv,Divskouarn, Dastum, Breizh Unvan - Bretagne Réunie, Kanomp Breizh, Ar Falz / Skol Vreizh,Kentelioù an noz, Ti ar vro Bro Dreger, Sked, Tud bro Konk, Kelennerien war ar brezhoneg e rannvro Pariz (KBP-APLB), Ar Redadeg, Skol an Emsav, Keit vimp bev, Emglev bro an Oriant, C'hoariva, Kuzul ar brezhoneg, Rann ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 - Département debreton de l’Université de Rennes 2, Kerne - Leon - Treger - Bro Montroulez, Spered Kewenn, Kerlenn Sten Kidna, Ti ar vro Bro Leon, Ti ar vro Bro Sant-Brieg, Mervent, Emglev bro Gwened, Deskiñ d’an Oadourien, Ti ar Vro Landerne Daoulaz, Ti ar vro Bro Kemperle, Brudañ ha skignañ, Paris Breton, Bannoù Heol, Ti Douar Alre, Géographes de Bretagne, Mission bretonne Ti ar Vretoned, Agence culturelle bretonne de Loire Atlantique, Skeudenn Bro Roazhon, Kreizenn sevenadurel Lannuon, Studi ha Dudi, Ti ar Vro Kemper, Daoulagad Breizh, Kelenn, KEAV, Gouel ar Filmoù, Douarnenez, Emglev Bro Douarnenez.