Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Mankout a ra arc'hant gant Bagad Boulvriag evit seniñ er c'hentañ rummad

mercredi 12 septembre 2018 à 12:39 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Emañ bagad Boulvriag o klask rastellat 28 000 euro ! Berzh 'neus graet ar sonerien ar bloaz-mañ er genstrivadegoù. Pignat a ra neuze ar strollad deus an eil rummad d'ar c'hentañ hini ! Met tapet berr eo ar bagad a-fed arc'hant. Ezhomm en deus 28 000 euro evit prenañ binviji nevez.

Sonerien bagad Boulvriag
Sonerien bagad Boulvriag - Facebook Bagad Boulvriag

Bourbriac, France

Krouet e oa bet ar bagad ouzhpenn ugent vloaz-zo. Tamm ha tamm en eus pignet ar bagad a rummad da rummad. Betek bezañ trec'h en Oriant e miz Eost tremenet. "Bagad kozh Boulvriag zo bet e kentañ rummad, met ar wech kentañ eo evit an hini nevez savet e 1995" eme Morgan Guinot, talabarder er strollad. 

"Roet e vez arc'hant deomp gant kumun bihan Boulvriag, ne c'hellomp ket lavar ar c'hontrol, met n'eo ket trawalc'h." Klask a ra ar bagad daspugn 28 000 evit prenañ binviji nevez. "_Evit pezh a denn deus ar binioù bras e vez betek-hen amprestet digant strolladoù all_. Klask a reomp prenañ 10 binioù bras ha 10 taboulin evit sonerien nevez a teufe da c'hoari ganeomp pe zoken evit kaout dafar a-feson."

Ma faot deoc'h sikour anezho, e c'hellit mont da reiñ ur skodenn dezho ! Evit gwelout an heuliadenn tonioù bet kinniget e miz Gouere e c'hellit mont war lec'hienn antourtan.