Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Micherioù an arzoù a zach tud bepred zoken pa ra e reuz ar c'hovid 19.

Par

Ablamour d'ar c'hovid 19 eo diskaret kazi holl festivalioù an hanvezh e Breizh. Ha lakaet dilabour maread arzourien ha tud a vicher . En desped da ze 'z eus tud yaouank mennet da vont war ar micherioù-ze.Evel Meriadec a gas studioù uhel war ar sonerezh.

Mériadec Déniel , studier war ar sonerezh Mériadec Déniel , studier war ar sonerezh
Mériadec Déniel , studier war ar sonerezh - Jañ Luk Bergot

Studier war ar zonerezh , 24 bloaz eo Meriadek Deniel. War e gentañ bloavezh master e Saint Etienne e-serr bezañ talabarder 'barzh bagad Plougastel. Ablamour d'ar c'hovid 19 , e tremen ar pennad enkañ er gêr , e ti e dud e Brest , harp ouzh aod ar Vilin Wenn. Tostaet oa ouzh Breizh e penn kentañ miz Meurzh , a drugarez d'ur staj e kêrbenn ar vro , gant Skeudenn Bro Roazhon. Berraet eveljust gant reuz ar c'horonavirus. Echu oa forzh penaos lodenn teorikel bloavezh kentañ e studioù Master 1. Dezhañ bremañ sevel ul labour hiniennel. Anzav a ra eo bravoc'h dezhañ bezañ er vro skoaz 'barz ur ranndi 9 m2 e Saint Etienne. Aesoc'h aze dezhañ echuiñ e vloavezh studi peogwir eo kognet da vat. War master 2 meslestradurezh ar sonerezh 'z aio ar  brestad yaouank er bloaz a zeu. Ur staj pleustreg 6 mizvezh n'o da gas. Plijout a rafe dezhañ hen ober gant ur festival a seurt 'vel Festival Etrekeltiek an Orian , pe er gevredigezh Sonerion. Fiziañs n'eus n'eo nemet er bloaz-mañ vezo nullet festivalioù ar vro. Hervezañ 'hellfe zoken bezañ muioc'h a labour 'benn bloaz ablamour da ze .

Publicité
Logo France Bleu
loading

Ma France : Économies d’énergie

Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !

Publicité
Logo France Bleu