Société

Minecraft : ur c'hoari video all e brezhoneg

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel vendredi 25 mars 2016 à 12:59

Minecraft a zo bet troet e brezhoneg
Minecraft a zo bet troet e brezhoneg © Radio France - Gwenn Meynier

Le breton sera dans la liste des langues disponible de la nouvelle version du jeu video Minecraft qui rassemble une communauté de plus de 100 millions de joueurs autour du monde.

Benn un neubeut dervezhioù e vezo embannet poellad 1.9.1 ar c'hoari. E touez ar yezhoù a vo tu dibab e vo kavet ar brezhoneg. Kroget o doa un neubeut tud da dreiñ ar c'hoari e brezhoneg ha "peur-echuet" en deus Gwenn Meynier an droidigezh.

Plantañ brezhoneg e bed ar c'hoarioù video 

Berzh spontus e ra Minecraft gant ar vugale hag ar grennarded. Ouzhpenn 100 milion den a c'hoarife gantañ tro-dro d'ar bed. Spi n'eus Gwenn Meynier e vo un toullad c'hoarierien e touez liseidi Diwan da skouer. Ma z'eus ouzhpenn kant e vefe dija "brav" emezañ.

"Spi em eus e vo ouzhpenn 100 c'hoarier e brezhoneg", G. Meynier

"Bremañ hon eus filmoù e brezhoneg, levrioù e brezhoneg, bandennoù-treset e brezhoneg, ha d'am soñj, media an dazont a zo ar c'hoarioù video. Ober a ra berzh gant ar re yaouank setu eo pouezus ivez kaout traoù e brezhoneg er media-mañ ha diskouezh e c'hellec'h kaout dudi gant ar brezhoneg."

"Pouezus diskouez e c'hellomp kaout dudi e brezhoneg" G. Meynier (1mn)

 Ur c'hoari dic'hortoz ha souezhus 

N'en deus pal resis ebet Minecraft ! Ur bed digor eo lec'h ma c'hellit ober ar pezh ho peus c'hoant, sevel, un ti, ur c'hastell pe c'hoazh piramidennoù. Met a-raok eo ret mont da droc'hañ koad, fardañ ostilhoù ha lazhañ zombied da skouer. Ur c'hoari dic'hortoz eo peogwir n'eo ket gwall vrav kenneubeut. Ha padal, plijout a ra kalz !

Listenn ar c'hoarioù video e brezhoneg