Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Penaos sikour ar c'hevredigezhioù e Breizh ?

mardi 5 décembre 2017 à 18:42 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Evit gwelet penaos ez a an traoù evit kevredigezhioù Breizh en eus ar Rannvro goulennet digant ar C'haser, kuzul armerzhel, sokial hag endro ar Rannvro sevel un enklask. Emañ o paouez bezañ embannet.

70.000 kevredigezh a zo e Breizh, evel Pretioù ar galon da skouer.
70.000 kevredigezh a zo e Breizh, evel Pretioù ar galon da skouer. © Maxppp - VALLAURI Nicolas

Bretagne, France

Tro dro dek ha tri ugent mil kevredigezh a zo e Breizh. Hag evit gwellout penaos ez a an traoù evito ez eo bet goulennet gant ar rannvro digant ar C'haser, kuzul armerzhel, sokial hag endro ar rannvro sevel un enklask, ispisial war Breizh. Goulenataet eo bet mil kant den e-karg deus ur gevredigezh.

Un danevell a zo bet savet neuze ha reiñ a ra ar C'haser alioù evit ma vefe kemeret muioc'h e kont ar bed kevredigezhel. E-penn ar studiadenn oa Hervé Latimier, en anv Kevre Breizh. Merzhet 'neus eo nec'het ar braz eus ar re e-penn ar c'hevredigezhioù, "da geñver ar gwir, an talioù, kalz o deus aon eus ar giriegezh a gemeront". Ret eo neuze ober war o zro en ur "skoazellañ anezho". "Ur goulenn a vez savet alies ganto, piv deuio war lec'h evit kemer ar gevredigezh. Ur bern tud a-youl-vat a vez kavet met pezh a vank eo tud a youl-vat prest d'ober war-dro ar gevredigezh", a zispleg Hervé Latimier.

Penaos arc'hantaouiñ ar c'hevredigezhioù ?

E-barzh an danevell e vez lakaet war-raok pemp defi bras evit ar c'hevredigezhioù. Hag evit pep hini anezho e ro ar C'haser alioù. Da-geñver an doare da arc'hantaouiñ oberioù ar c'hevredigezhioù da-skouer. "Alies e vez lavaret deomp e vefe ret d'ar c'hevredigezhioù kaout doareoù all da gavout arc'hant ha dreist-holl e vez komzet kalz eus an dud o reiñ arc'hant. Ha pa weler mat ne vez degaset nemet 4% d'ar c'hevredigezhioù gant ar "mécénat". Hervezomp eo a-bouez kenderc'hel da reiñ arc'hant publik d'ar c'hevredigezhioù."

Kinniget eo bet an danevell d'ar rannvro. Ha kinniget e vo d'ar 14 a viz Ebrel, en ur forum e Sant-Brieg. Da c'hortoz, e vo tu lenn an danevell ha diverrañ an danevell war lec'hienn ar C'haser.

Selaouit atersadenn Hervé Latimier

Atersadenn gant Hervé Latimier, e-penn an danevell diwar-benn ar c'hevredigezhioù.