Société

Plogoñ, 35 bloaz goude | Réécoutez notre émission spéciale sur le combat de Plogoff

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 17 mars 2015 à 21:14

E pep lec'h e Breizh oa skrivet "Nukleel, nann trugarez".
E pep lec'h e Breizh oa skrivet "Nukleel, nann trugarez". © Nicole ha Félix Le Garrec - Des pierres contre des fusils

Un abadenn ispisial a oa goustlet dilun 16 a viz Meurzh d'un deizad ha d'ur raktrez : hini kreizen nukleel Plogoñ, un istor hag ur stourm chomet bev e speredoù an dud, memes 35 vloaz war lec'h . E-pad 2e hon eus lakaet ar gomz war ar raktres, ar stourm hag e roudoù. Selaouit en dro an abadenn-mañ, kinniget gant Pauline Kerscaven ha Clément Soubigou.

Penaos oa bet dibabet sevel ur greizenn nukleel e Plogoñ ?

Er bloavezioù 60, e fellfe da jeneral De Gaulle bezañ emrenn, da geñver an energiezh. Dibabet 'noa sevel neuze sevel kreizennoù nukleel, etrezo unan anavezet kenañ anvet Fessenheim (Haut-Rhin). Aet oa an traoù buhanoc'h c'hoazh goude Brezel ar C'hippour, e Israël hag ar c'hentañ stroñs tireoul. 

E-barzh al lodenn-se, 'vo klevet ganeoc'h :

Reun Quiniou, ezel deus komite difenn Kernitron-al-Lann. Nadine Urvoas, ganet e Plouhineg, merc'h ur c'huzulier ti-kêr d'an ampoent.Pierre Messmer, kentañ ministr Pompidou.Atersadennoù Nicole Le Garrec ("Des pierres contre des fusils" ) ha Gégé Gwenn, deus ar strollad Storlok. Kanaouenn Alan Stivell, "Beg ar Van" .   

Abadenn Plogo - Lodenn 1

Anvet oa ar jañdarmed, "les séminaristes" rak e oant o chom e kloerdi ar Pont, nepell deus Plogoñ. - Aucun(e)
Anvet oa ar jañdarmed, "les séminaristes" rak e oant o chom e kloerdi ar Pont, nepell deus Plogoñ. - Des pierres contre des fusils

Penaos oa bet kroget gant ar stourm ?

Ne oa ket bet choaset nemet ul lec’h e Breizh evit sevel ar greizenn met pemp : Feunteun Aod neuze met ivez traezhenn Kerhilio en Ardeven, Beg ar Fri e Gwimaeg, San-Vio e Tregenneg ha Prosmoguer e Plouvoger.

E-pep lec’h dibabet e save a-enep ar raktres un neubeud tud zo.E miz Du 1974 a bet krouet ar Crin (comité régional d’information nucléaire). Komiteoù lec’hel ha komiteoù difenn a oa bet savet buan war lec’h ivez. Mont a rae neuze an enebourien da foetañ bro evit displegañ d’an dud petra oa an nukleel. 

E-barzh al lodenn-se, 'vo klevet ganeoc'h :

Jean Moalic, e-penn ar GFA (Groupement foncier agricole) d'an ampoent, ezel deus ar gevredigezh Memor stourm Plogoñ.Nadine Urvoas, deus Plouhineg.Atersadennoù tennet diwar ar fim "Des pierres contre des fusils" .Atersadennoù Nicole Le Garrec ("Des pierres contre des fusils" ) ha Gégé Gwenn, deus ar strollad Storlok. Kanaouenn Glenmor, "Apocalypse" .   

Abadenn Plogo - Lodenn 2

Penaos oa bet stourmet a-enep ar raktres ?

Emaomp bremañ e fin miz Genver 1980, penn-kentañ an enklask foran. E-pad c’hwec’h sizhun, e vo ur gwir brezel etre tud ar vro hag ar jañdarmed. "Les séminaristes" evel ma oant anvet, 'rak e oant o chom e kloerdi bihan ar Pont, nepell deus Plogo.

E-barzh al lodenn-se, 'vo klevet ganeoc'h :

Atersadennoù tennet diwar ar fim "Des pierres contre des fusils" .Jean Moalic, e-penn ar GFA d'an ampoent, ezel deus ar gevredigezh Memor stourm Plogoñ.Michel Le Gouilh, o chom e Kemper d'ar mare-se. Atersadennoù Nicole Le Garrec ("Des pierres contre des fusils" ) ha Gégé Gwenn, deus ar strollad Storlok.   

Abadenn Plogo - Lodenn 3

Ur bern tud a teue da vanifestiñ e Feunten Aod pe e Bae an Ananon.  - Aucun(e)
Ur bern tud a teue da vanifestiñ e Feunten Aod pe e Bae an Ananon. - Des pierres contre des fusils

Petra oa pouezh idantelezh Breizh hag ar relijion e-barzh stourm Plogoñ ?

Diaes a-walac'h eo kompren hag ijinañ penaos oa tremenet an traoù e Plogoñ hiziv an deiz, met kazimant an holl dud a z'ae bemdez er maez evit diskouezh ne oant ket a du gant ar greizenn nukleel. Merket int bet gant pouezh ar relijion e-barzh ar stourm ha gant idantelezh Breizh.

E-barzh al lodenn-se, 'vo klevet ganeoc'h :

Naig ar Gars, aet war al lec'h meur a-wech evit stourmañ.Un tamm deus an ton "Feiz hom tadoù kozh" .Brigitte ha René-Yves Le Merdy, o chom e Plogonek.Tudi Kernaleguen, sokiologour, studiet gantañ stourmoù Breizh. Atersadennoù Nicole Le Garrec ("Des pierres contre des fusils" ) ha Gégé Gwenn, deus ar strollad Storlok. Kanaouenn Dan ar Braz, "Public inquiry" .  

Abadenn Plogo - Lodenn 4

Penaos oa bet kountet stourm Plogoñ ?

Savet oa bet e 1980 ar film "Des pierres contre des fusils" gant Nicole ha Félix Le Garrec. E-barzh ul levr, "An deiz hir gortozet" , oa bet kountet ivez stourm Plogoñ gant Gégé Gwenn. 

E-barzh al lodenn-se, 'vo klevet ganeoc'h :

Atersadennoù Nicole Le Garrec ("Des pierres contre des fusils" ) ha Gégé Gwenn, deus ar strollad Storlok. Nadine Urvoas, deus Plouhineg.Kanaouenn Youenn Gwernig, "Breizhiz war zao" .  

Abadenn Plogo - Lodenn 5

Petra chom, hiziv an deiz, deus stourm Plogoñ ?

War ar renk e oa François Mitterand evit bezañ prezidant pa noa embannet e save a-enep raktres kreizenn nukleel e Plogoñ. Dilennet oa bet e 1981 ha pik echu gant ar greizenn. Gounezet oa bet ar stourm. Met petra chom 35 bloaz goude ? Diaes eo bet e-touez ar familhoù e bro ar C'hab...

E-barzh al lodenn-se, 'vo klevet ganeoc'h :

François Mitterand, war ar renk evit bezañ prezidant Bro C'hall. Tudi Kernaleguen, sokiologour, studiet gantañ stourmoù Breizh. Brigitte ha René-Yves Le Merdy, o chom e Plogonek.Naig ar Gars, aet war al lec'h meur a-wech evit stourmañ.Nadine Urvoas, deus Plouhineg.Atersadennoù Nicole Le Garrec ("Des pierres contre des fusils" ) ha Gégé Gwenn, deus ar strollad Storlok. Kanaouenn Rozenn Talek, "Keleier Notre-Dame"

Da vare an enklask foran oa bet harpet manifesterien gant ar jañdarmed.  - Aucun(e)
Da vare an enklask foran oa bet harpet manifesterien gant ar jañdarmed. - Des pierres contre des fusils

Piv eo bugale Plogoñ ?

Atav ez a en dro an nukleel. Atav 'zo deus stourmoù evit difenn an en-dro : e Sivens, a-enep an stankell ; e Kernitron-al-Lann, a-enep an aerborzh ; en Alpoù, a-enep al linenn tren etre Lyon ha Turin ; e Landivizio, a-enep ar greizenn gas. Met daoust hag int bugale Plogoñ ? 

E-barzh al lodenn-se, 'vo klevet ganeoc'h :

Reun Quiniou, ezel deus komite difenn Kernitron-al-Lann.Naig ar Gars, aet war al lec'h meur a-wech evit stourmañ ha kuzulierez ranvroel. Atersadennoù Nicole Le Garrec ("Des pierres contre des fusils" ) ha Gégé Gwenn, deus ar strollad Storlok. Jean Moalic, e-penn ar GFA d'an ampoent, ezel deus ar gevredigezh Memor stourm Plogoñ.  

Abadenn Plogo - Lodenn 7

Evit mont pelloc'h

Evit mont pelloc'h, sellit (ha prenit DVD) "Des pierres contre des fusils". 

Lennit ivez : 

Ar vandenn treset, deuet er maez 'neus ket pell zo anvet "Plogoff" , skrivet ha treset gant Delphine Le Lay ha Alexis Horellou, embannet gant Delcourt. Al levrioù skrivet gant Tudi Kernaleguen : "Luttes écologistes dans le Finistère" , e ti Yoran embanner hag an hini nevez "Histoire de l’écologie en Bretagne" , embannet gant Goater.Tesenn Gilles Simon : "Plogoff, l’apprentissage de la mobilisation sociale", Presses universitaires de Rennes.Al levr skrivet gant Gégé Gwenn, "An deiz hir gortozet" .  

Podkastit an abadenn !

En ur vont war ar bajenn-se, e c'helloc'h podkastiñ an abadenn.