Société

Roudour : ur greizenn nevez evit deskiñ ar brezhoneg e Montroulez

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mardi 29 septembre 2015 à 21:01

Montroulez
Montroulez - DR Fafner Wikimedia Commons

Digoret zo bet d'ar Meurzh 29 a viz Gwengolo ur stummadur-hir nevez gant Roudour ha KLT. Desket e vezo brezhoneg gant 12 den ar bloaz-mañ.

Digoret zo bet ur greizenn stummadur nevez gant Roudour. Ur "bazenn en a-raok" eo hervez Andrev Seznec, goprad e Roudour. An trede kreizenn stummañ eo hounnez evit ar SCOP. Unan a zo dija e Karaez hag un eil e Kemper.

Ur bloaz-so e oa deuet ar soñj da skipailh Roudour sevel ur greizenn nevez. _"KLT oa e soñj sevel ur stummadur hir dezhañ, _eme Andrev Seznec, ha dres Roudour n'oa c'hoant ivez da vont da Vontroulez setu kavet hon eus un emglev etrezomp ha mod-se eo bet lañset ar raktres evit bezañ digoret e fin miz Gwengolo 2015. Ur bern tud a oa e c'hortoz peogwir buan tre e oa bet trawalc'h a dud. 12 den  a zo enskrivet, setu e oa tud prest da zeskiñ brezhoneg ha me soñj e z'eus lod o c'hortoz dija evit ar bloaz a zeu."

"Ma vez tud dedennet da genlabourat emaomp prest da lammat e tu-pe-du !" Andrev Seznec eus Roudour

Mankout a rae ur greizenn stummañ e_ Montroulez hervez Andrev Seznec. Hervezañ "n'eus netra tro-war-dro da Vontroulez", setu poent bras e oa digeriñ ur stummadur hir aze. "E-touez an 12 den e z'eus daou skolaer, setu an dud n'o deus ket c'hoant da c'haloupat." Ha daoust-hag-eñv e z'eus raktresoù all gant Roudour ? "Ma vez tud dedennet da genlabourat emaomp prest da lammat e tu-pe-du !"_

Ur greizenn-stummañ nevez evit Roudour - Andrev Seznec ouzh mikro Tudi Crequer

En français : Les organismes de formation Roudour et KLT ont inauguré une nouvelle formation d'apprentissage de la langue bretonne en 6 et 9 mois. 12 personnes y sont inscrites. C'est le troisième lieu de formation pour la SCOP Roudour. "Il y avait un manque dans la région" selon Andreo Seznec un des employés.