Santez-Anna-Gwened : Lidoù e brezhoneg en enor d'ar vretoned marv er Brezel Bras
Lidoù bras, brav hag e brezhoneg a vezo dalc'het e Santez-Anna-Gwened d'an 11 a viz Du. Enoret e vezo neuze ar soudarded marv e-pad ar Brezel Bras.

Aozet e vez "bep ploaz abaoe 6 bloaz al lidoù-mañ e Santez-Anna-Gwened ha bep ploaz e vez leun an iliz" a zispleg Jorj Belz unan eus an aozerien. "Dreist-holl peogwir ma z'eus aze ur bez, ur savadur bras, a oa bet savet goude ar Brezel Bras e 1932 lec'h ma vez skrivet anvioù re zo bet lazhet er brezel 1914."
"Ne vo ket ul lid relijiel hepken" eme paotr Pondi. "E penn kentañ e vo diskleriet buhez ar re varv, ha war-lerc'h dre ma vez an traoù e Iliz Santez-Anna e vo kouviet an dud re zo kristen ha re a selaou da bediñ evito hag evit ar peoc'h."
"E Galleg e vez skrivet "Tes fils bretons morts pour la France". E Brezhoneg e vez skrivet "Ar soudarded marv er brezel". N'eo ket memestra !" Jorj Belz
"An dud-se a zo marv met perak int bet marv ? Marvet int evit ar Frañs ? Me zo vont da lavar deoc'h un dra bennak. War an delwenn e vez skrivet e Galleg "Tes fils bretons morts pour la France". E Brezhoneg e vez skrivet "Ar soudarded marv er brezel". N'eo ket memestra !"
"An traoù a vo e brezhoneg met pep hini en devo ul levrig a vo e-barzh an traoù e brezhoneg deus un tu hag e galleg deus an tu all. Komzet e vo e brezhoneg, setu ar re ne ouezont bet mat ar brezhoneg a c'hello heuliañ an traoù gant al levrig"
Kregiñ a raio an darvoud-mañ da 15e.
Kemer a raio perzh :
> Al lazhioù-kanañ : Kaloneù Derv Bro Pondi ha Boéh-Santez-Anna
> Sonerion Bro Pondi
> Skol divyezhek Santez-Anna-Gwened