Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Selaou en dro | 25 den deuet da gaozeal diwar-benn ar brezhoneg e Roazhon

mercredi 4 novembre 2015 à 16:17 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

War-eeun e oa skipailh France Bleu Breizh Izel, e Roazhon, d'ar meurzh 3 a viz Du, evit kaozeal eus implij ha plas ar brezhoneg e bro Roazhon. Deuet e oa 25 da gomz e kafe ar Maezioù frank ha 25 den all da selaou outo. Selaouit en-dro ouzh an abadenn !

Skipailh France Bleu Breizh Izel e Roazhon.
Skipailh France Bleu Breizh Izel e Roazhon. © Radio France - Radio France

Rennes, France

Lodenn 1 : an istor hag ar sifroù

Komzet e vez brezhoneg gant 7 500 den e bro Roazhon hiziv. Met piv int ? Hag-eñ e c'heller kaozeal eus un idantelezh breizhat e Roazhon ?

Yann ar Meur ha Fulup Travers.  - Radio France
Yann ar Meur ha Fulup Travers. © Radio France - Pauline Kerscaven

Pedet oa Fulup Travers, e-karg eus Ofis publik ar brezhoneg e Roazhon ha Yann ar Meur, soner hag ezel deus ur bodad kozh, ar CCIB (Comité consultatif pour l'identité bretonne).

Lodenn 1: an istor hag ar sifroù

Lodenn 2 : ar skolioù

Gant muioc'h eget 700 bugel skoliataet en hentadoù divyezhek, eo deuet Roazhon da vezañ pol rannvroel brasañ lec'h ma vez kelennet brezhoneg. Hag-eñ 'zeus startijenn c'hoazh gant ar gelennerien hag ar gerent ? Peseurt raktresoù a zo war ar stern ? Hag-eñ e vo krouet ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilun ? Petra a vez graet e-barzh ar greizenn dudi ?

Moragne Cotten, Elen Cariou, Typhen Livet hag Emmanuel Roy.  - Radio France
Moragne Cotten, Elen Cariou, Typhen Livet hag Emmanuel Roy. © Radio France - Pauline Kerscaven

Pedet e oa Elen Cariou, eil renerez skol Diwan ; Typhen Livet, eus Dihun ; Emmanuel Roy, eus Divyezh ; Tudwal Girard, animatour er greizenn dudi ha Morgane Cotten, evit kaozeal eus raktres ar skolaj.

Lodenn 2 : ar skolioù.

Lodenn 3 : dañs ha sonnerezh

Bez ez eus 15 bagad ha 15 kerlc'h keltiek en Il-ha-Gwilun. Ur bern traoù a vez aozet ganto. Ouzhpenn da-se e vez kavet er Roazhon ur skol, ar Pont Sup', lec'h ma vez stummet ar sonnerien.

Louri Derrien, Clairre Corre ha Philippe Le Lay.  - Radio France
Louri Derrien, Clairre Corre ha Philippe Le Lay. © Radio France - Pauline Kerscaven

Pedet e oa Claire Corre evit komz diwar-benn ar bagadoù ; Louri Derrien, evit lakaat ar gomz diwar-benn ar Pont Sup' ha Philippe Le Lay, dañser e kerlc'h Saozon-Sevigner.

Lodenn 3 : an dañs hag ar sonnerezh

Lodenn 4 : ar bodad lenn

Bep miz en em gav asambles un toullad tud evit kaozeal diwar-benn ul levr lennet ganto. En o zouez, Annaïg Kervella

Lodenn 4 : bodad lenn Roazhon.

Lodenn 5 : diskouezadeg "Evañ" ha kevredigezh Dastum

Betek an tregont a viz Ebrel e vez kinniget an diskouezadeg "Evañ" e mirdi Breizh. Implijet e vez e-barzh dielloù dastummet gant ar gevredigezh Dastum.

Pedet e oa Paskal Nignol, o labourat ar mirdi. Klevet e oa bet ivez Ifig Troadeg, a labour e Dastum.

Lodenn 5 : diskouezadeg ha Dastum.

Lodenn 6 : ar mediaoù

E Roazhon emañ sez France 3 Breizh. Embannet e vez e Roazhon ivez kazetennoù Bremañ hag #brezhoneg.

Pedet e oa Goulvena an Henaff *ha _Yann-Herle Gourves, eus France 3 ha *_Milio Latimier, kazetenner Bremañ.

Lodenn 6 : ar mediaoù.

Lodenn 7 : ar stummadurioù evit an dud deuet hag ar studierien

Dont a ra tud yaouank ha dud deuet e Roazhon nemet evit studiañ ar brezhoneg : er skol-veur met ivez e Skol an Emsav.

Gwenvael Jequel, Brendan Budoc ha Gwendal Denez.  - Radio France
Gwenvael Jequel, Brendan Budoc ha Gwendal Denez. © Radio France - Pauline Kerscaven

Pedet e oa Gwenvael Jequel, rener Skol an Emsav ; Gwendal Denez, kelenner e skol-veur Roazhon daou ha Brendan Budoc, ezel eus ar gevredigezh Kejadenn.

Lodenn 7 : ar stummadurioù.

Lodenn 8 : kevredigezhioù bro Roazhon

Gant an emglev Skeudenn e vez bodet muioc'h eget hanter-kant kevredigezh ha 4 000 ezel. Ganto e vez aozet ur festival bras : Yaouank.

Pedet e oa Morgane Le Corveller, kenprezidantez Skeudenn ha Morgane Colas, eus skipailh Yaouank.

Lodenn 8 : kevredigezhioù ar vro.

Lodenn 9 : politikerezh

Un diviz diwar-benn politikerezh ar brezhoneg e bro Roazhon a oa aozet evit echuiñ gant an abadenn.

Léna Louarn, Yann-Mikael Sanner hag Ana Sohier.  - Radio France
Léna Louarn, Yann-Mikael Sanner hag Ana Sohier. © Radio France - Pauline Kerscaven

Pedet e oa Yann-Mikael Sanner, eus ar bodad Brezhoneg e Roazhon ; Ana Sohier, dilennet en ti-kêr ; Léna Louarn, dilennet er rannvro ha Yann ar Meur.

Lodenn 9 : politikerezh.

Lodenn 10 : Youenn Guillanton

War-eeun e oa ganeomp ar c'haner Youenn Guillanton ha paotr ar gitar Pascal Ferrari. Selaouit en-dro ouzh an tonioù kinniget ganto.

Kanaouenn 1 Youenn Guillanton ha Pascal Ferrari.

Kanaouenn 2 Youenn Guillanton ha Pascal Ferrari.

Kanaouenn 3 Youenn Guillanton ha Pascal Ferrari hag atersadenn.